Georg von Frundsberg

Georg von Frundsberg (Mindelheim, Schwaben, 24 a viz Gwengolo 1473 – Mindelheim, 20 a viz Eost 1528) a oa condottiero alaman ha jeneral un armead goaferien e servij an impalaer Karl V an Impalaeriezh Santel.

Georg von Frundsberg
Delwenn gant Alexander Hauk
Frundsberger Kriegsbuch Jost Ammann, 1525

Mab e oa da Ulrich von Frundsberg ha d'e bried Barbara von Rechberg. E dad a oa e penn Kevre Schwaben. Mont a reas Georg d'an arme hag adal 1492, oadet 19 vloaz, ez eas gant e dad da servij Marz Brandenburg.

Brezeliñ a reas evit an impalaer Masimilian I a-enep ar Suised e 1499.

Goude-se ez eas da harpañ Ludovico Sforza, dug Milano, a-enep ar C'hallaoued.

E 1504 e voe anvet da varc'heg gant Masimilian. Er bloaz-se end-eeun e kemeras perzh en Emgann Wenzenbach (12 a viz Gwengolo 1504) e-kerzh brezel-hêrezh Bavaria-Landshut a-enep ar gonted-dilennerien Philipp ha Ruprecht.

E 1509 e oa e penn un armead goaferien, o servij ar roue gall Loeiz XII a-enep Republik Venezia, ha difenn a reas kêr Verona.

E 1511 e voe trec'h war Francesco Maria Iañ della Rovere gant 1 200 soudard en Emgann Casalecchio di Reno.

Daou vloaz goude, e 1513, e oa e tu ar Spagnoled en Emgann Creazzo, gant 3 000 goafer, ha trec'h e voe war arme Venezia a oa dindan Bartolomeo d'Alviano.

E 1516 e tifennas adarre kêr Verona gant Marco Sittich.

E 1522 e vrezelias evit Sforza gant 6 000 soudard, hag e miz Ebrel e kemeras perzh en Emgann Bicocca gant e c'hoaferien a-enep Suised Alberto Pietra.

En Emgann Pavia (1525) edo ivez, pa voe trec'het an arme c'hall ha prizoniet ar roue Frañsez I gant an arme impalaerel renet gant Charlez III Bourbon.

Brezeliñ a reas neuze en Izelvroioù hag en Italia ivez. E 1527 e klaskas en aner mirout ouzh e c'hoaferien alaman da breizhata kêr Roma, ken e tapas un taol-gwad. Neuze e tistroas da Alamagn ma varvas bloaz goude, e 1528.

Hêrezh

kemmañ
  • En Eil brezel-bed e oa bet roet an anv Frundsberg, e koun jeneral alaman ar {{XVIvet kantved]], d'an 10{{vet]] rannarme panzer er Waffen-SS.

Levrlennadur

kemmañ
  • (de) Baumann, Reinhard : Georg von Frundsberg. Der Vater der Landsknechte und Feldhauptmann von Tirol, Süddeutsche Zeitung, 1988, 392 p. (ISBN 978-3-7991-6236-4)

Liammoù diavaez

kemmañ