George Fox (1624-1691) a ziazezas emsav ar Grenourien (Quakers) e Bro-Saoz.

George Fox

Kregiñ a reas al luskad-se e-kreiz ar XVIIvet kantved e Bro-Saoz, pa fellas d'ur strollad ennañ muioc'h evit 50 prezeger baleer anavezet evel an "tri-ugent kadarn" (en o zouez James Naylor, George Fox, Margaret Fell ha Francis Howgill) adsevel un azeulerezh diazezet war ar pezh a gredent e oa doareoù ober an Iliz kristen en he deroù, o lakaat ar pouez war anaoudegezh hiniennel ar C'hrist gant an hiniennoù ordinal. A-du eo an istorourien da welet e George Fox ar saver pe ar rener pennañ e deroù al luskad[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Da skouer er pennad "The History of Quakerism" gant Elbert Russell, The American Historical Review, The University of Chicago Press, levrenn 48, Nnn 2, miz Genver 1943, pp 293-294, diverradenn, Arthur J. Mekeel a ya a-du gant an aozer a zeskriv Fox evel « ar ener kentoc'h evit diazezer » al luskad (saozneg : the "leader rather than founder").