George Such[1] (1798-1879) a oa ur medisin saoz, ezel eus al Linnean Society of London.

Dastum a reas spesadoù evned e reter Brazil. E-pad e chomadenn er vro-se e veze ingal e darempred gant daou eus pennañ evnoniourien ar mare : William Swainson ha Nicholas Aylward Vigors.
E 1825 ec'h embannas ar Zoologigal Journal of London daou bennad-skrid ma teskrive Such ennañ ur genad nevez — Gubernetes — hag un nebeud spesadoù nevez — Ardea fasciata=Tigrisoma fasciatum, Dendrocolaptes crassirostris=Xiphocolaptes albicollis, fortirostris=Dendrocolaptes platyrostris, Drymophila variegata=Drymophila ferruginea, Galbula ceycoides=Jacamaralcyon tridactyla, Thamnophilus leachii=Mackenziaena leachii, maculatus=Hypoedaleus guttatus, swainsonii=Mackenziaena severa, vigorsii=Batara cinerea — ha ne voent ket bet dalc'het holl a-benn ar fin, siwazh dezhañ.

Listenn al laboused studiet gantañ

kemmañ
  • G : Gubernetes.
  • M : Mackenziaena leachii,
  • T : Tigrisoma fasciatum.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ober a reer gant ar berradur Such e metoù al loenoniezh.