George Washington Memorial Park (Jackson, Wyoming)
Ar George Washington Memorial Park zo lec'hiet e kreiz kêr Jackson (Wyoming) er Stadoù Unanet. Ar c'hourliorzh, anvet aliesoc'h Town Square, zo brudet evit an arc'hoù e pep korn eus al lec'h savet gant skouted diwar kerniel wapitied. Ar blasenn a oa da gentañ ul lec'h goullo e kreiz kêr, hag e 1934 e voe troet da c'hourliorzh ; ur maen-koun da John Colter zo en he c'hreiz.
N'eo nemet e 1976, pa voe ouzhpennet ur blakenn er c'hourliorzh da lidañ 200 vloaz krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika, ma voe roet he anv ar c'hourliorzh a-vremañ, George Washington Memorial Park. Mein a voe ouzhpennet e-kichen pep arc'h e pevar c'horn ar c'hourliorzh er memes bloaz.