Georges de La Tour

Georges de La Tour (bet badezet d'ar 14 a viz Meurzh 1593 e Vic-sur-Seille, marvet d'an 30 a viz Genver 1652 e Lunéville) a oa ul livour eus Dugelezh Loren er XVIIvet kantved.
Ankouaet e voe buan-tre. Da arzourien norzheuropat all e veze dezverket e oberennoù, ha da livourien spagnat evel José de Ribera (1591-1652), Francisco de Zurbarán (1598-1664) pe Diego Velázquez (1599-1660), betek ma voe "dizoloet" e 1915 gant an Alaman Hermann Voss, a oa un istorour war an arzoù – war kein an daolenn Saint Jérôme lisant une lettre, da skouer, ez eus un enskrivadur hen,  Zurbarán , a voe an abeg m'en em gavas an oberenn e Mirdi ar Prado e Madrid.
En ur ober ur c'hantved e tremenas Georges de La Tour eus ul livour dianav-krenn da unan eus ar re vrudetañ en istor al livouriezh e Bro-C'hall, par d'al livourien Paul Cézanne, Claude Monet pe Auguste Renoir. Un daou-ugent oberenn bennak gant Georges de La Tour zo bet anavezet ha dasparzhet etre mirdioù meur e Madrid, Pariz, New York, Los Angeles, e mirdioù gall (Nancy, Épinal) hag e Breizh (Naoned, Roazhon).
Den ne oar na pelec'h na gant piv e voe stummet, hag tremen a reas amzer en Italia, evel ma ranke ober forzh pe arzour en amzer-se. Koulskoude e verzer aes e voe levezonet gant Caravaggio, koulz e deouezad [1] gwirheñvel e dudennoù hag en doare ma implije ar gouloù. Evel al livour gall Trophime Bigot (1579-1650) e c'hoarie Georges de La Tour gant an deñvalijenn hag ar sklêrijenn, oc'h implijout gouloù ur gantol en e daolennoù. E-lec'h lakaat sklêrijenn an deiz da zont eus an diavaez, evel ma veze graet a-raok, e felle dezhañ implijout ur "sklêrijenn diabarzh", hag a-wechoù ez eas betek kuzhat pe zamguzhat ar gantol.

Georges de La Tour
Gnome-applications-graphics.svg
LA TOUR, Georges de - Saint Jerome Reading (1621-23).jpg
Sant Yerom o lenn ul lizher , 1621-1623

(Lakaet war gont Francisco de Zurbarán dre fazi)
Eoul war lien • 62,2 x 55 cmHampton Court Palace

Badeziant 14 a viz Meurzh 1490
Vic-sur-Seille
Flag of Lorraine.svg Dugelezh Loren
Marv 30 a viz Genver 1652
Lunéville
Flag of Lorraine.svg Dugelezh Loren
Perzhioù
Micher Livour
Levezon Caravaggio (~1571-1610)
Luskadoù Klaselezh
Barokelezh
Oberennoù pennañ
  • Al lennerez-planedennoù (~1630)
  • Trucher ar born pikez (1636-1638)
  • Sant Jozeb kalvez (1638-1645)
  • Madalen hag he c'hantol (1642-1644)

E vuhezAozañ

Ganet e oa e Vic-sur-Seille, e Dugelezh Loren a oa dizalc'h neuze, hag a vo staget ouzh Bro-C'hall e 1641. Hervez skrid e vadeziant e oa al livour mab da Jean de la Tour, pober, ha da Sibylle de Crospaux, merc'h d'ur pober all. An eil bugel e voe Georges, eus seizh krouadur an tiegezh.
Ne ouzer netra diwar-benn e gammedoù kentañ el livouriezh. Marteze en devoa kejet e 1616 ouzh arzourien eus skol Caravaggio Utrecht, hini Hendrick ter Brugghen (1588-1629), Gerard van Honthorst (1590-1656) ha Dirck van Baburen (~1595-1624). Hep mar ivez en devoa gwelet labourioù Jean Le Clerc (1586-1633), a oa levezonet gant Caravaggio, ha Jacques Bellange (~1575-1616), eus Nancy o-daou.

Dimezet e voe d'an 2 a viz Gouere 1617 gant Diane Le Nerf, un uheliadez eus Lunéville m'en em stalias ar c'houblad. Dindan ren an dug Henri II de Lorraine (1563-1624), a estlamme dirak oberennoù Caravaggio, e krogas al livour gant e resped dibar. E 1619 e voe staliet al livour e kastell an dug e Lunéville. Bloaz war-lerc'h e c'hrataas an dug dezhañ frankizoù ur brientin, ha buan e teuas da vezañ unan eus pinvidien kêr. Livañ a reas evit bourc'hizien hag uhelidi Loren, hogen biskoazh ne voe livour ofisiel an dug rak gant Claude Deruet (1588-1660) e chomas ar garg.

War-lerc'h marv an dug e 1624 e renas e vab Charles IV, hag e 1633 e c'houzañvas an dugelezh distrujoù ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648). E deroù ar bloavezh 1638 e voe tangwallet Lunéville, ha La Tour da dec'hel betek Nancy.[2] Alese ez eas da Baris e 1639, ma voe lojet el Louvre ha gopret gant ar roue gall Loeiz XIII, a berc'henne an daolenn Saint Sébastien soigné par Irène, diwar zorn Georges de La Tour end-eeun.
Peogwir e oa chomet e vadoù hag e frankizoù e Lunéville e tistroas di goude ma voe bet adsavet e annez, e 1641. Berzh a reas a-nevez gant e livadurioù.

D'ar 15 a viz Genver 1652 e varvas gwreg Georges de La Tour diwar grezennfo, ha diwar an hevelep kleñved ez eas an arzour d'an Anaon pemzektez diwezhatoc'h.

Dasorc'hidigezh un arzourAozañ

 
Sant Jozeb kalvez
Mirdi al Louvre, Pariz, eoullivadur war lien • 137 x 102 cm

Petra bennak ma voe brudet-kenañ Georges de La Tour en e vev, buan e voe ankouaet koulz al livour hag e oberennoù a-c'houde e varv.
Stlabezet e voe holl oberennoù an arzour, dezverket ma voent da livourien all eus Italia, Spagn pe an Izelvroioù. Lod eus e daolennoù zo bet dezverket d'al livour gall Quentin de La Tour (1704-1788), daoust dezhañ bezañ bevet ur c'hantved diwezhatoc'h ha livañ en un doare disheñvel-mik diouzh hini ar mestr lorenat.
Ne chom roud ebet eus e vadoù, e di zoken zo aet da get.

E 1915 e voe anavet a-nevez, a-drugarez da Hermann Voss ha da zoare dibar Georges de La Tour da lakaat sklêrijenn o tont eus diabarzh e daolennoù. A-c'houde labourioù H. Voss ez eus bet graet un toullad studiadennoù, a roas tro da desteniekaat ur c'hant taolenn bennak ; war-dro 40 anezho zo deuet betek ennomp, ha diwar ken nebeut ag oberennoù ez eo bet lakaet Georges de La Tour e-touez gwellañ livourien c'hall e amzer – hag eñ lorenat, koulskoude.

Ur stil dibarAozañ

Anat eo levezon Caravaggio war taolennoù koshañ Georges de La Tour ; kent 1640 int bet livet - hep mar, petra bennak ma ne vez ket deiziadet an taolennoù, alese dispisder kronologiezh e resped – pa gaver enno dodennoù a zo bet poblekaet gant arzourien flandrezat ar mare : tud eus ar werin (La Diseuse de bonne aventure) ha torfedoù pemdeziek (Le Tricheur à l'as de trèfle ; La Rixe des musiciens).

Brudet eo al livour evit an amsked a lakae en e daolennoù, ha pa vijent relijiel. Daoust da deñvalijenn sklêrijennet an oberennoù, ne gaver gwech ebet dramaegezh enno, na c'hoarivaelezh, na meurdez ebet.
Dibar eo e zoare evit gwir, pa chom bepred a-vaez da zoare teñvalour heulierien italian Caravaggio pe al livour spagnat José de Ribera.
Stummoù eeunaet, tresoù spis, nebeut a livioù – gell, gwenn ha ruz peurliesañ, hep o lakaat e-kichen livioù taeroc'h – a ya d'ober stil personel Georges de La Tour.

PalieradAozañ

Setu amañ un toullad skouerioù eus arz ar mestr-livour lorenat, eoullivadurioù anezho.

LevrlennadurAozañ

Liammoù diavaezAozañ

  Breizh
  Alamagn
  Bro-C'hall
  Kanada
  Rouantelezh-Unanet
  Spagn
  Stadoù-Unanet
  Sveden
  Ukraina

NotennoùAozañ

  1. (br) (fr) (en) Preder, Dictionnaire des médias] ; (br) (fr) Geriadur Ménard, p. 1132-a.
  2. (fr) Jacques Thuillier, Georges de La Tour, Flammarion, 2013, p. 107 (ISBN 978-2-0812-8608-5)


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.