Ur pennad Germania (disheñvelout) zo ivez.

Germania eo an anv roet en Henamzer, d'ur rann eus Europa a oa e-maez ar bed roman, er reter d'ar Roen hag en hanternoz d'an Danav, hag en em lede er reter war-zu ar Vistula.

Germania
rannvro istorel
StadAlamagn Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°54′0″N 11°6′0″E Kemmañ
Diplomatic relationImpalaeriezh roman Kemmañ
Prantadclassical antiquity Kemmañ
Map
Ar proviñsoù roman er bloavezh 116, gant Magna Germania, an tachennoù annezet gant Germaned
Kartenn Germania an Henamzer en ul levr embannet gant Harper and Brothers (e New-York) e 1849

Germania ar Romaned

kemmañ

Ne glot ket tachenn Germania gozh gant hini Alamagn hiziv, evel ne glot ket Galia gant Bro-C'hall. Daoust da se ez eus douaroù boutin dezho.

Germania Magna pe Magna Germania pe Germania Ulterior (« Germania vras ») a veze graet eus an douaroù na oant ket bet aloubet gant ar Romaned, etre an IIvet kantved kent JK hag ar VIvet kantved : an douaroù er c'hreisteiz da aod Mor an Hanternoz hag ar Mor Baltel, en hanternoz d'an Alpoù, etre Roen ha Vistula. Poblet an douaroù-se gant Germaned.

En o c’hichen e oa douaroù all a oa annezet gant Germaned ivez nemet aloubet e oant bet gant ar Romaned : mont a raent d’ober ar proviñsoù anvet Germania Inferior, Germania Superior, Raetia ha Noricum. Meur a wech e klaskas ar soudarded roman mont pelloc’h er reter d’ar Roen, en aner avat. Ar C’hermaned, diouzh o zu, a oa kustum da dagañ ar c’hreñvlec’hioù roman e proviñsoù Germania Inferior ha Germania Superior.

Annezidi Germania Magna a voe disheñvel o emdroadur diouzh hini ar pobloù german ha kelt a oa dindan levezon ar Romaned. Met etrezo hag ar proviñsoù roman amezek e voe atav eskemmoù kenwerzhel. Ha dre-se e voe liammoù sevenadurel etre an Impalaeriezh roman hag ar C’hermaned a oa er reter d’ar Roen hag en hanternoz d’an Danav.

 

An emgann brudetañ etre Germaned ha Romaned a c’hoarvezas er bloavezh 9 goude J.K. e-kichen ar pezh zo bremañ Kalkriese etre kêrioù Osnabrück ha Damme. En emgann-se e voe trec’h ar penn-brezel german Arminius, pa zistrujas gant e arme tri lejion roman renet gant Publius Quinctilius Varus : 15.000 soudard roman a voe lazhet eno. Gwall skoet e voe an Impalaeriezh roman gant ar c’heloù, pa oant boas da drec’hiñ ar pobloù all er brezelioù.

Pennadoù kar

kemmañ