Ghosts ("tasmantoù") zo ur c'hoari strategiezh evit 2 c'hoarier a voe danzeet gant Alex Randolph ha lakaet da zont er-maez e 1982 gant Milton Bradley.

un abadenn

C'hoariet e vez war un tablez 36 karrezennig (6x6) a arouez ur c'hastell sordet.

Kregiñ a ra an daou c'hoarier gant pep a eizh tasmant, en o-zouez pevar vat (arouezet gant ur pik glas) ha pevar zrouk (arouezet gant ur pik ruz). Plaset e vez tasmantoù ar c'hoarierien e div renk (2x4) war bevennoù an tablez. E pevar c'horn an tablez ez eus un digor evit mont er-maez eus ar c'hastell.

C'hoarier ebet ne c'hall gouzout pere e-touez tasmantoù an eneber a zo mat pe drouk, peogwir ne c'hallont gwelet nemet o zu a-raok ha n'eo nemet war o c'hein emañ ar pikoù. A bep eil e vez fiñvet unan eus an tasmantoù eus ur garrezenn, pe a-blaen pe a-serzh. Gallout a c'haller tapout un tasmant enep en ur vont war e garrezenn.

Gounit a ra ur c'hoarier a dap pevar zasmant mat an eneber. Met ma tap ar pevar tasmant drouk e vez koll an abadenn evitañ. Gounit a c'haller an abadenn ivez dre lakaat unan eus an tasmantoù mat da dremen dre unan eus an daou digor a zo e pep korn an tu enep.