Gia Long

Gia Long (8 a viz C'hwevrer 17623 a viz C'hwevrer 1820), anvet Nguyễn Phúc Ánh pa oa bet ganet hag Nguyễn Ánh alies, a voe impalaer Viêt Nam eus 1802 da 1820.

an impalaer 'Gia Long

E 1802 ec'h Unvanas ar pezh a zo Viêt Nam hiziv. Ar c'hentañ eus ar rummad implaerien Nguyễn, diwezhañ rummad-impalaerien Viêt Nam, e voe.

Un niz e oa d'an diwezhañ Nguyễn a renas war Viêt Nam ar Su. Rediet e voe Nguyễn Ánh da guzhat e 1777, da bemzek vloaz, pa voe lazhet e familh e-kerzh emsavadeg aduidi Tây Sơn.

E armeoù a adkemeras kêr Saigon hag a gollas anezhi en-dro.
Mignon e teuas da vezañ gant ar beleg katolik [[Bro-C'hall|gall] Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine (1741-1799), a oa anvet Bá Đa Lộc e viêtnameg. Klask a reas Pigneau de Behaine degas sikour gouarnamant Bro-C'hall da Nguyễn Ánh ; ne zeuas ket a-benn, met tuta ar reas emouestlidi evit dont d'e sikour. Adalek 1789 en doe adkavet Nguyễn Ánh e hêrezh hag e krogas da vont war-du an Norzh evit trec'hiñ war tu tiegezh Tây Sơn. Mont a reas er fin, war-dro 1802, war-du an harzoù gant Sina a oa bet e-dalc'h an tiegezh Trịnh a-raok. Ur wech echu ar brezel en doa adunvanet Viêt Nam goude kantvedoù a vrezelioù gladdalc'hel ha gant ur gorread brasoc'h eget biskoazh, eus Sina betek pleg-mor Siam.

Awenet e voe e zoare da ren gant ur gonfusianegezh strizh. Freuzañ a reas ar c'hemmoù bet degaset gant Tây Sơn. Adlakaat a reas en e sav ar reizhiad konfusian kozh e-keñver deskadurezh ha servij foran.
Staliañ a reas ar gêr-benn e Huế e-lec'h Hanoi. Aet e oa kalz a dud d'ober o annez er Su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel ur c'hreñvlec'h hag ur palez er gêr-benn nevez.
Implijout a reas barregezhioù ar C'hallaoued evit gwellaat doareoù emzifenn ar vro. Abalamour d'ar sikour-se e tamasantas da obererezhioù ar visionerien gatolik, pezh na reas ket e warlerc'hidi.
Dindan e renerezh e kadarnaas Viêt Nam he beli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas kuit soudarded Siam diouzh Kambodja, a zeuas da vezañ ur Stad gwarezet gant Viêt Nam.

YaouankizAozañ

 
Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine

Bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1762, e oa Gia Long mab da Nguyễn Phúc Luân ha Nguyen Thi Hoan. Luan e oa oa hêr disklêriet an tiegezh Nguyễn a rene war Viêt Nam ar Su.
Koulskoude e tivizas Trương Phúc Loan, ur mandarin a renk uhel, lakaat Khoat da gemmañ e zibab pa oa war e zalaroù ha lakaat Nguyễn Phúc Thuần, ur breur yaouank da Luan, war an tron e 1765. Toullbac'het e voe Luan, a varvas er bloaz-se.

Lazhet e voe Nguyễn Phúc Thuần e-kerzh an emsavadeg Tây Sơn renet gant ar vreudeur Nguyễn Nhạc, Nguyễn Huệ ha Nguyễn Lữ e 1877. Nguyễn Ánh voe ezel koshañ an tiegezh o ren o chom bev goude trec'h tiegezh Tây Sơn. Kaset e voe tiegezh Nguyễn kuit eus kreiz Viêt Nam war du ar Su (Saigon ha delta ar Mekong).

Kavout a reas Nguyễn Ánh repu e Hà Tiên war veg su aodoù Viêt Nam, ma kejas gant Pigneau de Behaine, a zeuas da vezañ e guzulier hag a zegasas dezhañ ur sikour a-bouez evit gounit ar galloud.
Tec'hel a rejont o-daou betek Enez Pulo Panjang e pleg-mor Siam. Spi a oa gant Pigneau gallout gounid gwirioù bras evit an Iliz Katolik e Viêt Nam dre sikour Nguyễn Ánh da vezañ trec'h. Un diazezlec'h e vefe evit emled an Iliz en Azia ar Mervent.

E dibenn 1777 e kuitaas ar braz eus arme an tiegezh Tây Sơn Saigon evit mont d'an Norzh da dagañ an Trịnh a rene war an hanter-se eus Viêt Nam. Distreiñ a reas didrouz Nguyễn Ánh d'an douar bras ; adkavout a reas e aduidi hag adkemer a reas kêr Saigon. Ur sikour a bouez bras en doa bet digant Đỗ Thanh Nhơn, en doa aozet un arme evitañ kresket gant goprsoudarded kambodjat ha ||morlaer]]on sinaat. Bloaz war-lerc'h ec'h argasas Nhon soudarded an tiegezh Tây Sơn diouzh Proviñs Gia Định hag e plantas koll bras war e vorlu.
Kemer a reas Nguyễn Ánh tro eus ar saviad evit kas diplomated da Siam evit kinnig un emglev a vignoniezh. Kaset e voe an emglev-se da get e 1779 pa savas Kambodjiz enep o rener a-du gant Siam Ang Non ha pa gasas Nguyễn Ánh Nhon d'o sikour. Trec'het e voe Ang Non ha lazhet. Enoret-kaer e voe Nhon pa zistroas da Saigon. Strivañ a reas evit gwellaat stad morlu Nguyễn.

O klask kreñvaat e statud politikel e kemeras Nguyễn Ánh an titl a Nguyễn vương (Roue Nguyễn pe Rener Nguyễn) e 1780. E 1781 e kasas muioc'h a soudarded da sikour ar renad kambodjat enep Siam a felle dezhi kontrollañ Kambodja en-dro. Ur pennad goude-se e lakaas lazhañ Nhon. Daoust d'an abegoù bezañ amsklaer e soñjer e oa abalamour d'ar vrud vat a oa gant Nhon hag a rae skeud dezhañ. Laouen e voe tu Tây Sơn o klevout ar c'heloù. Emsevel a reas aduidi Nhon. Gwanaet e voe arme Nguyễn abalamour da se. Un nebeud mizioù war-lerc'h e voe armeoù Tây Sơn e Saigon a-nevez. Ret e voe da Nguyễn Ánh tec'hel da Ha Tien, ha goude da Enez Phú Quốc. Kendelc'her a reas darn eus e soudarded da stourm koulskoude.

Kemmet e voe an traoù e miz Here 1782 pa zeuas a-benn soudarded renet gant Nguyễn Phúc Mân, breur yaouank Nguyễn Ánh ha Châu Văn Tiếp, da argas soudarded Tây Sơn diouzh Saigon. Distreiñ a reas Nguyễn Ánh gant Pigneau de Behaine. Arvarus e oa ar saviad : Tagañ a reas tu Tây Sơn, trec'het groñs e voe tu Nguyễn e penn-kentañ 1783. Lazhet e voe Nguyễn Phúc Mân e-kerzh an emgann. Tec'hel a reas Nguyễn Ánh da Phú Quốc ur wech ouzhpenn. Kavet e voe e guzhiadell met dont a reas a-benn da dec'hel a-zirak listri tu Tây Sơn betek Enez Koh Rong e bae Kompong Som. Kavet e voe eno c'hoazh met dont a reas a-benn da dec'hel d'un enezenn all a-drugarez d'ur gelc'hwidenn.

Nguyễn Ánh a c'houlennas sikour digant Siamiz e penn kentañ 1784. Ne zeuas ket a-benn 20 000 soudard ouzhpenn da wanaat dalc'h tu Tây Sơn war ar galloud. Rediet e voe Nguyễn Ánh da c'houlenn repu e Siam e 1785. Gwashaet e voe an traoù dre ma tage tu Tây Sơn rizegi ar su ingal evit distruj pourvezioù tu Nguyễn. Dont a reas Nguyễn Ánh da soñjal e tegasfe sikour Siamiz enebiezh e-touez Viêtnamiz.

Pigneau de Behaine ha sikour ar C'hallaoued
 
Priñs Cảnh, mab henañ Gia Long, e Bro-C'hall e 1787

Diskaret gant e saviad e c'houlennas Nguyễn Ánh digant Pigneau de Behaine klask sikour digant ar C'hallaoued. Reiñ a reas aotre dezhañ da gas e vab Nguyễn Phúc Cảnh gantañ evel sin a youl-vat. A-raok e oa bet Nguyễn Ánh e-soñj da c'houlenn sikour digant Saozon, Spagnoliz, Izelvroiz ha Portugaliz. Pigneau de Behaine e zialias da c'houlenn sikour digant Izelvroiz Batavia, e raktres kentañ, gant aon rak digeriñ dor Viêt Nam d'ar brotestanted] ha krouiñ diaesterioù da emled ar gatoligiezh. Pigneau de Behaine a guitaas Viêt Nam e miz Kerzu 1784. Erruout a reas e Puducherry en India e miz C'hwevrer 1785, siell roueel Nguyễn Ánh gantañ. Aotre en doa da reiñ gwirioù d'ar C'hallaoued en eskemm ouzh ur sikour luel. Melestradur Bro-C'hall e Puducherry, renet gant ar gouarnour Jean-Charles-Nicolas Coutenceau des Algrains (1746-1811) a oa mirour ha krenn enep emellout e Viêt Nam ar Su. Evit luziañ a traoù e voe diskuliet Pigneau de Behaine d'ar Vatikan gant frañseziz spagnol. Klask a reas fiziout e garg politikel e Portugaliz o doa kinniget abretoc'h 56 lestr da Nguyễn Ánh evit stourm ouzh re Tây Sơn.

E miz Gouere 1786, goude bezañ bet en aner o klask un emglev e-pad ouzhpenn bloaz, e voe aotreet Pigneau de Behaine gant ar gouarnour David Charpentier de Cossigny (1740-1801) da vont da c'houlenn sikour digant lez roue Bro-C'hall war eeun.
Pan erruas ar beleg e lez Loeiz XVI e Versailhez e voe diaes dezhañ bodañ arc'hant evit kas soudarded da sikour Nguyễn Ánh abalamour da stad vantrus Bro-C'hall e-keñver arc'hant a-raok an Dispac'h. Harp a gavas a-berzh ar misioner Pierre Poivre (1719-||1786]]) a oa bet o klask skoulmañ darempredoù a genwerzh e Viêt Nam. Displegañ a rae Pigneau de Behaine e rofe Nguyễn Ánh kreñvlec'hioù da Vro-C'hall war aodoù Viêt Nam mar befe degaset sikour dezhañ. Gellout a rafe Bro-C'hall bezañ mestrez war « morioù Sina hag an enezeg » neuze.

E miz Du 1787 e voe sinet un emglev etre Bro-C'hall ha Kochinsina (an anv a veze roet da Viêt Nam ar Su d'ar c'houlz-se). Prometiñ a reas Frañs peder fourgadenn, 1 650 soudard gall gant o fourvezioù ha 250 soudard indian sepoy en eskemm ouzh Pulo Condore ha Tourane (Da Nang) ha gwir-miret war kenwerzh ar c'hoad. Ne voe ger ebet en emglev a-zivout frankiz roet d'ar visionerien d'ober o labour. Koulskoude ne fellas ket da c'houarnour Puducherry,Thomas Conway (1734-1800) reiñ ar sikour divizet. Uzhioù en doa bet eus Pariz evit divizout pegoulz reiñ ar sikour, mar befe da vezañ roet. Rediet e voe Pigneau de Behaine da implijout an arc'hant bet dastumet gantañ evit goprañ soudarded c'hall. Gallout a reas prenañ meur a lestrad armoù ha pourvezioù-brezel e Mauritius ha Puducherry ivez.
E-keit-se e oa chomet Nguyễn Ánh e Siam gant un toullad soudarded betek miz Eost 1787. Kemer a reas perzh e soudarded e brezel Siam enep ar roue Bodawpaya a Virmania.

Seblantout a reas da diegezh Tây Sơn e oa kreñv a-walc'h o dalc'h war Viêt Nam ar Su evit gallout mont war-du an Norzh hag unaniñ ar vro. Met pa lemjont o soudarded diouzh Gia Định e wanajont o dalc'h war ar Su. Ouzhpenn e tleas rener Gia Định, Dang Van Tran, kas soudarded Tây Sơn da sikour Nguyễn Nhạc a oa taget e-kichen Qui Nhơn gant e vreur Nguyễn Huệ. Pa verzas kement-se e prientas Nguyễn Ánh un argadenn. Kuitaat a reas Siam dre guzh evit mont war-du Viêt Namar Su. Ne zeuas ket a-benn da adkemer Gia Dinh met kemer a reas Mỹ Tho, a lakaas da ziaezezlec'h. Adsevel a reas e arme. Goude un emgann taer e adkemeras Saigon d'ar 7 a viz Gwengolo 1788. Erruout a reas Pigneau de Behaine e Saigon d'ar 24 a viz Gouere 1789, o tont eus Puducherry gant pevar lestr. Gant ar sikour-se e voe kadarnaet dalc'h Nguyễn Ánh war Viêt Namar Su. Dael a zo a-zivout ar perzh kemeret gant ar sikour estren e berzh Gia Long ; meneget e voe d'ur mare 400 gall met labourioù nevesoc'h a veneg nebeutoc'h eget 100 soudard hag un daouzegad ofiserien.

Nguyễn Ánh o kadarnaat e zalc'h war Viêt Nam ar SuAozañ

Sikouret e voe armeoù Nguyễn Ánh da embreger gant an ofisourien c'hall a oa bet tutaet gant Pigneaude Behaine. Degas a rejont barregezhioù teknologel kornôgat. An ofiser a vor Jean Baptiste Marie Dayot (1760-1809) a embregas ar morlu. Goursellout a reas ouzh savidigezh listri gant plakennoù arem. Victor Olivier de Puymanel (1768-1799) a voe e karg eus an droadeien hag eus ar sevel mogerioù-difenn. Kelenn a reas da armeoù Nguyễn Ánh eur an doare da sevel ha da implijout kanolioù giz Europa ha taktikoù europat. Pigneau de Behaine ha misionerien all a reas kenwerzh evit Nguyễn Ánh, o prenañ armoù ha pourvezioù brezel all evitañ. E gevredad e voe Pigneau de Behaine betek e varv e 1799, ha ministr an aferioù diavaez de facto. Pa voe beziet ar beleg dirak ar priñs-hêr, holl vandarined al lez, 12 000 gward Gia Long ha 40 000 a dud e lavaras Gia Long e voe Pigneaude Behaine « an estren illurañ o vezañ bet biskoazh e lez Kochinsina ».

Kreñvlec'hioùAozañ

 
Tres gwikadell Saigon a-raok 1835

Ur wech bet kemeret Saigon gantañ e kreñvaas Nguyễn Ánh diazez e c'halloud hag e prientas distruj re Tây Son. Ingal e tage e enebourien Viêt Nam ar Su evit laerezh an eostadoù riz. C'hoant groñs en doa Nguyễn Ánh da greñvaat e zifennoù. An dra gentañ a reas a voe goulenn digant ar C'hallaoued sevel ur wikadell mod Europa e Saigon. Treset e voe ar wikadell gant Théodore Lebrun ha De Puymanel. Tregont mil a dud a labouras evit he sevel e 1790. Lakaet e voe tailhoù pounner war annezidi kêr hag o mandarined evit paeañ al labourioù. Ken start e voe al labour ken e voe un emsavadeg e-touez ar vicherourien. Pa voe echu ar wikadell he doa 4 176 metr a dro. Savet e oa bet an difennoù e doare Vauban. Douvezioù a oa war tri c'hostez. Nepred ne glaskas re Tây Sơn tagañ kêr Saigon ur wech bet savet ar wikadell. Reiñ a reas da Nguyễn Ánhde ul lañs psikologel a-feson war e enebourien. Diskouez a reas Nguyễn Ánh bezañ dedennet-tre gant ar sevel difennoù ha goulenn a reas digant e kevredidi c'hall mont d'o bro evit degas al levrioù diwezhañ war an danvez.

Adaozañ al labour douar ha kresk armerzhelAozañ

Ur wech gwarezet Viêt Nam ar Su e troas Nguyễn Ánh war-du ar c'hemmoù da zegas el labour-douar. Berr e veze ar c'hementadoù riz abalamour da dagadennoù re Tây Sơn dre ar stêrioù. Daoust d'an douar bezañ mat-kenañ e produe nebeut. Deuet oa Viêtamiz d'ober o annez eno abaoe nebeut amzer nemetken. Ouzhpenn da se, direnket da vat e oa bet al labour-douar gant ar brezel dizehan gant tud Tây Sơn. Diazezet e voe adaozadur Nguyễn Ánh war astenn d'ar su un doare hengounel da ledanaat an douaroù labouret, an đồn điền, a c'hell bezañ "koumanantoù fiziet e soudarded" abalamour d'ar pouez roet da soudarded en doare-se da drevadenniñ. Implijet e voe e-kerzh ren Lê Thánh Tông er XVvet kantved da gentañ pa oa Viêt Nam oc'h astenn war-du ar su. Ar galloud kreiz a bourchase binvioù labour, greun evit hadañ ha debriñ d'ar bagadoù soudarded. Urzh a veze roet dezho difenn an dachenn fiziet enno, he difraostañ hag he labourat. Ul lodenn eus an eostad a dalvezez da daos. A-raok e oa ezhomm eus soudarded peogwir e oa bet kemeret an douar digant an annezidi kent. Dindan ren Nguyễn Ánh ne oa ket ezhomm eus nerzh an arme peurliesañ met talvezout a rae an doare diazez : fiziet e voe douaroù difraost e trevadennerien, roet e voe dezho binvioù, loened labour ha greun. Goude un toullad bloavezhioù e voent rediet da baeañ taosoù war ar greun. A-drugarez d'ar raktres-se e tigreskas gorread an douaroù difraost da vat. Gellout a reas ar Stad lakaat taosoù war an eostadoù fonnus.

War-dro ar bloaz 1800, kresk strujusted al labour-douar a roas tro da Nguyễn Ánh da zerc'hel un arme a ouzhpenn 30 000 soudard hag ur morlu a ouzhpenn 1 200 lestr. Ar pezh a oa ouzhpenn e solieroù ar Stad a voe gwerzhet da varc'hadourien europat pe aziat evit gallout prenañ danvez krai evit palioù brezelel evel houarn, arem ha soufr pe armoù. Gallout a reas Nguyễn Ánh gwellaat stad e sujidi a-drugarez d'ar boued produet ouzhpenn, ha kreskiñ o fealded en e geñver. Miret e veze greun ar Stad e grignolioù bet savet a-hed an hent a gase d'an norzh a-feur ma'z ae arme Nguyễn el lodenn eus ar vro a oa dalc'het gant Tây Sơn. Evel-se e c'helle ar soudarded bezañ maget gant boued deuet eus ar su hep kaout da vevañ diwar ar vro e oant o klask gounid. Ur wech gounezet rannoù eus ar vro e veze skañvaet an taosoù ha kemer a rae Nguyễn en e velestradurezh mandarined Tây Sơn en em zaskore, gant an hevelep gopr.

Sevel bagoùAozañ

 
Jean-Baptiste Chaigneau

Nguyễn Ánh a implijas e ziazelec'h nevez evit gwellaat e vorlu a oa bihanoc'h ha gwanoc'h eget hini Tây Sơn ha divarrek da stourm ouzh o zagedennoù evit laerezh riz. Da gentañ en doa klasket Nguyễn Ánh kaout listri modern e 1781 war ali Pigneau deBehaine. Feurmet en doa listri portugalat gant o skipailh hag o c'hanolioù. Ur c'hwitadenn e voe. Evit n'ouzer ket peseurt abeg e tec'has daou lestr e-kreiz un emgann hag e voe lazhet skipailh an trede gaat soudarded viêtnamat aet e fulor.

E 1789 e tistroas Pigneau de Behaine da Viêt Nam diouzh Puducherry gant daou lestr a voe implijet gant Nguyễn e-pad pell. Tamm-ha-tamm e voe kemeret plas ar vartoloded c'hall pe indian gant viêtnamiz dindan urzhioù ofiserien c'hall. Al listri-se a voe diazez ur verdeadurezh kenwerzh ha brezel hag a greskas buan. Feurmiñ ha prenañ a rae Nguyễn Ánh listri europat evit kreñvaat e vorlu a listri savet e Viêt Nam. Koulskoude e chomas brasañ lodenn ar morlu graet gant galeoù doare Viêt Nam. E 1794, daou lestr europat gant 200 bag viêtnamat a gemeras perzh en un emgann enep re Tây Sơn e-kichen Qui Nhơn. Hervez ur marc'hadour breizhveuriat anvet Berry e kuitaas ur strollad-listri Saigon e 1799 gant 100 gale, 40 jonkenn, 200 lestr bihanoc'h ha 300 lestr-karg ha heuliet gant tri lestr europat. E 1801 e voe deskrivet ur rann morlu enni nav lestr europat gant 60 kanol, pemp lestr viêtnamat gant 50 kanol, 40 gant 16 kanol, 100 jonkenn, 119 gale ha 365 bag bihanoc'h.
An darn vrasañ eus al listri doare Europa a voe savet er chanterioù krouet gant Nguyễn Ánh e Saigon. Kemer a reas perzh er raktres sevel bagoù ez personel, dre evezhiañ al labourioù e-unan ha tremen eurvezhioù er chanter. E 1792, e voed o sevel pemzek fourgadenn o veskañ teknikoù Sina ha re Europa. Armet e voent gant 14 kanol pep hini. Dispennet o doa kilvizien viêtnamat ul lestr europat kozh evit deskiñ an doare europat da sevel bagoù dre adsevel anezhañ. Gellet o doa goude sevel bagoù heñvel ouzh re Europa. Nguyễn Ánh e-unan a studias teknikoù ar sevel bagoù. Deskiñ a reas teoriennoù ar verdeadurezh e levrioù gallek bet troet evitañ gant Pigneau de Behaine, Encyclopédie Denis Diderot ha Jean Le Rond d'Alembert peurgetket. Meulet e veze chanterioù sevel bagoù Saigon gant ar veajourien europat.

Daoust dezhañ bezañ e dalc'h an ofiserien c'hall e-keñver teknologiezh-brezel, ne degemeras Nguyễn Ánh en e gelc'h tostañ nemet ofiserien viêtnamat. Tamall a rae ar C'hallaoued dezhañ chom hep goulenn o ali taktikel. Hervez ar moraer Jean-Baptiste Chaigneau (1769-1832), dizehan e vounte europiz Nguyễn da dagañ taer staliadurioù Tây Sơn. Nac'h a rae ; gwell e oa dezhañ mont goustadik, kadarnaat ar pezh en doa gounezet, kreñvaat e ziazezoù ekonomikel ha brezelel a-raok tagañ c'hoazh. Tamm-ha-tamm e tigreskas Nguyễn Ánh perzh ar C'hallaoued war an dachenn-emgann. E 1792 e voe renet ar morlu gant Dayot en emgann war vor Thị Nại, met ur argadenn e memes takad e 1801 a voe renet gant Võ Di Nguy ha Lê Văn Duyệt eus rummad ar Nguyen Van Truong, Chaigneau, Philippe Vannier (1752-1842) ha Godefroy de Forçanz († 1809) o sikour nemetken. Tagadenn Qui Nhon e 1793 a voe kaset gant skoazell ar "Soudarded kornôgat" hervez istorourien an impalaer. Ar memes re a lavar e voe renet an argadennoù en hevelep takad gant jeneraled viêtnamat e 1801 pa voe karget Chaigneau ha Vannier da aozañ ar pourvezadur.

Unvaniñ Viêt NamAozañ

 
"Tennataerien" viêtnamat eus tierniezh Nguyễn

E 1792, an hini pouezusañ eus ar vreudeur Tây Sơn, Nguyễn Huệ Quang Trung, a varvas trumm. Kemeret en doa an titl a impalaer Viêt Nam goude bezañ skarzhet an tierniezh ha Sinaiz diouzh Viêt Nam an Norzh. Tro a gemeras Nguyễn Ánh eus an degouezh evit kas e armeoù war-du an norzh. An darn vrasañ eus ar soudarded c'hall o doa kuitaaet ar vro d'ar mare-se. Hervez lod priziadurioù ne voe nepred muioc'h eget 80 anezho. C'hoarvezout a reas an darn vrasañ eus an emgannoù en-dro da gêrioù tost d'ar mor evel Nha Trang e kreiz Viêt Nam, pe Qui Nhơn pelloc'h er su e Proviñs Bình Định, lec'h orin ha kreñvlec'h an Tây Sơn.

Kregiñ a reas Nguyễn Ánh da implijout e vorlu kresket ha nevesaet evit tagañ aodoù douaroù Tây Sơn. Bep bloaz e kuitae e vorlu Saigon evit mont war-du an norzh, bountet gant avelioù su e miz Mezheven hag e miz Gouere. Argadennoù soudarded war droad a skoazelle re ar morlu. Distreiñ a rae ar morlu pan echue ar monson, kaset gant an avel norzh. Al listri bras europat a roe da vorlu Nguyễn an tu kreñv peogwir e tenne o c'hanolioù pelloc'h eget a re staliet gant Tây Sơn war an aod. Sikouret gant galeoù hengounel ha gant skipailhoù brudet evit o c'henurzh, o barregezh hag o c'halonegezh, listri giz Europa morlu Nguyễn a gasas d'ar strad kantadoù a listri eus tu Tây Sơn e 1792 ha 1793.

E 1794 goude un argadenn a reas berzh e rannvro Nha Trang e roas Nguyễn Ánh urzh da De Puymanel sevel ur wikadell e-kichen kêr Duyen Khanh e-lec'h distreiñ d'ar su evel kustum. Staliet e voe ur gwarnizon eno dindan urzhioù mab henañ ha hêr Nguyễn Ánh, Nguyễn Phúc Cảnh, skoazellet gant Pigneau de Behaine ha De Puymanel. Re Tây Sơn a lakaas seziz war Duyen Khanh e miz Mae 1794. Barrek e voe soudarded Nguyen da derriñ ar gronn. A-boan echu ar seziz ec'h erruas sikour eus Saigon hag ec'h adkrogas argadennoù enep re Tây Sơn. Ar wech kentañ e oa da re Nguyễn bezañ gouest da vrezeliñ e kreizik-kreiz douaroù re Tây Sơn e-pad ur c'houlz-amzer kontrol. C'hwitadenn seziz ar wikadell he doe ul levezon vras war ar speredoù, o tiskouez barregezh re Nguyễn da zont war douaroù Tây Sơn da forzh peseurt prantad eus ar bloaz. Kregiñ a reas neuze re Nguyễn da aloubiñ tamm-ha-tamm domani an Tây Sơn.

Emgannoù start a voe en-dro da greñvlec'h Qui Nhon betek ma voe kemeret e 1799 gant soudarded Nguyen Canh. Buan e voe kollet kêr ha ne voe adkemeret nemet e 1801 a-drugarez da nerzh kanoliañ ar morlu nevesaet a sikouras an argadoù dre zouar. Ur wech kollet ganto o c'hreñvlec'h Qui Nhơn e kilas buan an Tây Sơn renet gant Quang Toan, mab Quang Trung. E miz Mezheven e kouezhas kêr Huế, bet kêr-benn ar re Nguyễn, hag Nguyễn Ánh a gemeras an titl a impalaer dindan an anv Gia Long a zeue eus Gia Định (Saigon) ha Thăng Long (Hanoi) evit aroueziañ unvanidigezh rannoù su ha norzh Viêt Nam. Buan ec'h aloubas Viêt Naman Norzh neuze. Kouezhañ a reas Hanoi d'an 22 a viz Gouere 1802. Goude emgannoù dizehan e-pad ur c'hard-kantved e voe unvanet ar pezh a zo Viêt Nam a-vremañ gant Gia Long, a savas e diegezh d'ul live galloud ne oa bet tizhet gant tierniezh viêtnamat ebet a-raok. Biskoazh ne oa bet ken ledan an dachenn dalc'het gant Viêt Nam. Bez' e voe Gia Long ar rener viêtnamat kentañ o kaout beli war douaroù astennet eus Sina en norzh betek pleg-mor Siam ha ledenez Cà Mau er su.

Goulenn a reas neuze Gia Long digant tierniezh Qing Bro Sina e anavezout ez-ofisiel evel impalaer. Buan e voe graet. Peogwir n'he doa ket Bro-C'hall sevenaet an emglev sinet gant Pigneau de Behaine ne voe ket rediet Viêt Nam da reiñ an douaroù hag ar gwirioù kenwerzh a oa bet prometet.

Doare Gia Long da renAozañ

Ren Gia Long a vez gwelet evel awenet gant ur gonfusianegezh strizh. Ur wech bet trec'h war an Tây Sơn e nullas an adreizhadurioù o doa degaset hag e tegasas en-dro an doare konfusianel klasel da skoliata ha da aozañ ar melestradur.

Kas a reas ar gêr-benn eus Hanoi en norzh da Huế e kreiz ar vro evit delc'her kont eus fiñvadeg an dud trema ar su er c'hantvedoù kent. Lakaat a reas sevel kreñvlec'hioù hag ur palez er gêr-benn nevez. O tennañ e vad eus barregezhioù ar C'hallaoued e nevesaas doareoù difenn ar vro.

Evit trugarekaat e vignoned c'hall e tamasantas lezel ar visionerien gatolik da seveniñ o c'harg. Kalz strishoc'h e voe e warlerc'hidi war an dachenn-se.

E-pad e ren e kreñvaas Viêt Nam e veli soudardel war Indez-Sina. Kas a reas Siam kuit diouzh Kambodja. Tremen a reas Siam dindan gwarez Viêt Nam. Chom a reas Viêt Nam kentoc'h serret ouzh ar broioù europat.

Framm ar melestradurAozañ

 
Lê Văn Duyệt, bet padusañ ha diwezhañ gwarezer soudardel peder froviñs Kochinsina

E-pad ar prantadoù brezel en doa savet Nguyễn Ánh un egin a velestradur evit diskouez d'ar bobl e oa barrek da ren. Ofiserien peurvuiañ e oa pouezusañ izili e guzul tostañ, Abalamour d'an emgannoù dizehan. An ezhomm da gaout harp an arme a voe santet a-hen e renadur.

Rannet e voe Viêt Nam e teir rannvro melestradurel.
Douaroù kozh familh Nguyễn a yae d'ober lodenn greiz an impalaeriezh (vùng Kinh Kỳ) gant nav proviñs. Pemp anezho a veze renet war-eeun eus Huế gant Gia Long hag e vandarined.

E melestradur kreiz Huế e oa c'hwec'h ministrerezh : hini an aferioù foran, hini an arc'hant, hini al lidoù, hini ar brezel, hini ar justis ha hini ar savadurioù foran. Ur ministr a oa e penn pep hini. Daou eil ministr ha daou guzulier pe dri a sikoure pep ministr. Un 70 den bennak a laboure e pep ministrerezh e meur a rann. Bodañ a rae ar C'huzul Meur pennoù ar ministrerezhioù.

E penn pep rann eus an impalaeriezh e oa ur gouarnour meur, sikouret gant un teñzorer meur hag ur rener evit Servij ar Justis. Meur a broviñs a veze e pep rannvro. Renket e veze ar proviñsoù e trấn ha dinh. Rannet e veze ar proviñsoù e pastelloù-bro (phủ, huyện ha châu).

An danvezioù a-bouez a veze gwelet gant ar C'huzul Meur dirak Gia Long. Kinnig a rae an dud e karg o danevelloù evit kendaelañ ha kemer divizoù. Dibabet e veze ar gargidi a rae war-dro ar C'huzul Meur. A-douez mandarined uhelañ ar c'hwec'h ministrerezh e veze dibabet ar gargidi.

Evezhiek e voe Gia Long en e zoare da ren war rannoù norzh ha su ar vro. Ne felle ket dezhañ e vefent tregaset gant ur c'hreizennadur re brim goude kantvedoù a zisrann er vro. Trizek proviñs a yae d'ober an Tonkin, gant sez e warezer soudardel impalaerel (quan tổng trấn) e Hanoi. E delta ar Stêr Ruz e chomas kargidi gozh an tierniezh Le e karg. Er su e oa Saigon kêr-benn peder froviñs Kochinsina hag annez ar gwarezer soudardel. Gwikadell pep kêr-benn a vere he fastell-bro difenn. Gant ar reizhiad-se e c'hellas Gia Long trugarekaat ar re bouezusañ e-touez arroet dorn dezhañ gant kargoù uhel-kenañ, o reiñ dezho un emrenerezh tost klok war dachennoù boas ar melestradur hag ar justis. Padout a reas ar reizhiad betek 1831-||1832|32]] pa voe kreizennet melestradur ar vro gant Minh Mạng, mab Gia Long.

Ne vez ket gwelet Gia Long evel un nevezer war dachenn ar melestradur. O klask adlakaat urzh goude kantvedoù a vrezel diabarzh e kavas gwelloc'h chom feal d'an doareoù hengounel da verañ ar Stad.

Politikerezh soudardelAozañ

E-kerzh ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved e voe impalaeriezh Kambodja war an diskar pa zeue Viêtnamiz d'en em staliañ e delta ar Mekong a oa douaroù khmer betek-henn. Ingal e oa bet aloubet Kambodja gant Viêt Nam ha Siam. Diaes oa he stad. Mont a rae eus un tu d'egile hervez lusk ar vuhez politikel en div vro vrasoc'h.

E 1796 ec'h eas Ang Eng, roue a-du Siam, da Anaon o lezel an tron da Ang Chan a oa bet ganet e 1791. Pa unanas Gia Long Viêt Nam e voe galloudekaet Eng gant Siam evit stourm ouzh beli Viêt Nam. Met e 1803 ec'h eas kannaded Kambodja da baeañ truaj da Viêt Nam evit sioulaat Gia Long. Dont a reas da vezañ ur boaz bloaziek. E 1807 e c'houlennas Ang Chan bezañ anavezet ez-ofisiel evel gwaz da Gia Long. Evel respont e kasas Gia Long ur c'hannad gant levr ar galloudekadurioù hag ur siell en arc'hant alaouret. E 1812 e nac'has Ang Chan goulenn e vreur Ang Snguon da rannañ ar galloud gantañ. Un emsavadeg a zeuas da-heul. Kas a reas Siam soudarded evit skoazellañ ar priñs disuj gant ar spi reiñ an tron dezhañ ha diskar levezon Gia Long war Gambodja. E 1813 e kasas Gia Long un arme a redias Siamiz hag Ang Snguon da guitaat Kambodja. An disoc'h a voe staliadur hollbadus ur gwarnizon viêtnamat e gwikadell Phnom Penh, kêr-benn Kambodja. Biken ne glaskas Siam adkavout beli war Gambodja e-pad ren hir Gia Long.

Nepred ne lakaas Napoleon Iañ e pleustr e vennozh da implijout Viêt Nam evel diazezlec'h evit stourm ouzh galloud ar Saozon war India. Dalc'het e voe gant e raktresoù brezelel divent en Europa. Koulskoude e chomas Bro-C'hall ar vro europat nemeti o kaout kannaded e Viêt Nam a-hed ren Gia Long.

=Darempredoù kenwerzh=elAozañ

C'hwitadenn raktres emglev Pigneau de Behaine gant Bro-C'hall a roas tro da Gia Long da virout e vro serr ouzh ar c'henwerzh kornogat. Peurliesañ ne blije ket dezhañ an darempredoù a genwerzh gant Europiz. Evit mirout darempredoù mat gant holl vroioù Europa e klaske chom hep reiñ dreistwirioù da hini ebet.

E 1804 e klaskas kannaded a Vreizh-veur gounit dreistgwirioù kenwerzhel digant Viêt Nam. Ne voe taol-esa all ebet betek 1822, ken tapet e oa Europiz gant brezelioù Napoleon.

Prenet en doa Gia Long armoù digant embregerezhioù breizhveuriat e Chennai (bet anvet Madras gwechall) ha Kolkata war dle, o lakaat Kompagnunezh India ar Reter Breizh-veur da gas an diplomat John Roberts da Huế. Koulskoude e voe nac'het profoù Roberts ha ne grogas kenvreutaerezh ebet a-zivout emglevioù kenwerzhel. Goulenn a reas neuze ar Rouantelezh-Unanet kaout eviti nemetken ar gwir da genwerzhañ gant Viêt Nam ha perc'hentiezh enezenn Cham e-kichen Hội An (pe Fai-Fo). Nac'het e voe, evel ma voe nac'het war -erc'h goulennoù a-berzh Izelvroiz. Ar c'hwitadennoù-se a voe gwelet evel frouezh levezon ar vandarined c'hall.

E 1817 e kasas Kentañ ministr Frañs, Armand-Emmanuel du Plessis, dug Richelieu al lestr Cybele, ur fourgadenn gant 52 ganol da Dourane (Da Nang bremañ) evit « diskouez mignoniezh Bro-C'hall ha hegarated roue Bro-C'hall e-keñver Gia Long ». Ne voe ket degemeet kabiten al lestr war an digarez ofisiel ne oa gantañ lizher ebet a-berzh roue Bro-C'hall.

Mirout a reas Gia Long pevar ofiser gall en e servij goude bezañ bet kurunennet : Philippe Vannier, Jean-Baptiste Chaigneau, Godefroy de Forçanz hag an doktor Jean Marie Despiau († 1824). An holl a zeuas da vezañ mandarined a renk uhel ha graet e veze brav dezho. Roet e voe dezho 50 gward pep hini, annezioù tonius ha n'o doa ket da stouiñ dirak an impalaer.

Ar c'hinnigoù graet da Napoleon gant kargidi gall e Puducherry da adskoulmañ darempredoù diplomatek gant Viêt Nam a chomas difrouezh abalamour d'ar brezelioù en Europa. Koulskoude, goude e teuas a-benn marc'hadourien a Vourdel da gregiñ da genwerzhañ a-drugarez da strivoù an dug Richelieu.

Politikerezh diabarzh ha labourioù brasAozañ

 
Jean-Marie Dayot (kleiz) en doe ur roll pouezus e embregerezh merdeadurezh Gia Long.
 
Dor palez ha gwikadell Gia Long e Huế

War ziviz Gia Long n'hallas ket ken priñsed, noblañsoù ha kargidi a renk uhel bezañ perc'henn war tachennoù divent. Diskar a reas ur boaz kozh a 800 vloaz da c'hoprañ kargidi ha digoll pe argouraouiñ noblañsoù dre reiñ dezho ul lodenn eus an tailhoù paeet gant ur gêriadenn pe ur bodad kêriadennoù.

Kempennet e voe an hentoù bras a oa, evel a hini a gase eus Saigon da Lạng Sơn, ha savet e voe reoù nevez.
Aozet e voe ur servij post a-drugarez d'an hentoù-se, ha savet e voe mirlec'hioù foran evit stourm ouzh an naonegezh pa veze prantadoù sec'hor.

Adaozañ a reas Gia Long ar moneiz ha kas a reas war-raok ur politikerezh war-du ul labour-douar renet muioc'h gant ar Stad. Muioc'h a lañs a voe koulskoude gant kresk niver an dud eget gant kresk ar gorreadoù gouestlet d'al labour-douar. Ne voe ket graet kalz tra evit gwellaat en doareoù da labourat an douar, ha kresk ar produadur a oa liammet ouzh kresk ar gorreadoù douar labouret dreist-holl.

Daoust d'ar brezel diabarzh bezañ echu e tivizas Gia Long sevel gwikadelloù nevez ouzhpenn an div a oa bet savet gant sikour an ofiserien c'hall. Kendrec'het oa Gia Long eus o zalvoudegezh. Unnek gwikadell a voe savet dre ar vro e-pad an 18 bloavezh ma renas.
Hervez doare Vauban e voe savet an darn vrasañ anezho : pempkognek pe c'hwec'hkognek. Un nebeud, hini Huế en o zouez, a voe pevarc'hornek e doare hengounel Sina. Gwikadelloù a voe savet e Vinh, Thanh Hóa, Bắc Ninh, Hà Tĩnh, Thái Nguyên and Hải Dương en Norzh ; e Huế, Quảng Ngãi, Khánh Hòa ha Bình Định e kreiz ar vro ; hag e Vĩnh Long e delta ar Mekong. Ar brasañ eus al labourioù a voe graet e prantad kentañ e renadur, ne voe savet nemet ur wikadell e-kerzh ar c'hwec'h bloavezh diwezhañ. Kuitaet o doa De Puymanel ha Lebrun Viêt Nam a-raok dibenn ar brezel. Raktreset e voe ar c'hreñvlec'hioù gant ijinourien viêtnamat eta. Eveshaet e voe al labourioù ganto ivez. Krouet e voe ur garg a Ofisour Eveshaer Gwikadell, kiriek eus al labourioù, dindan Ministr ar Brezel. Diskouez ar ra pegen pouezus e kave Gia Long ar c'hreñvlec'hioù.
Meur a damall a savas a-zivout al labourioù-se. Lakaet e veze an dud da labourat noz-deiz dindan an amzer ha dilezet e veze an douaroù. Alies e savas klemm enep breinadur ar vandarined ha pouez gwaskus an tailhoù.

Goude e gurunidigezh e krennas Gai Long e verdeadurezh da vat. War-dro ar bloavezhioù 1810 n'en doa ken nemet daou lestr doare Europa war vor. Abeg pennañ an digresk-se a oa an diouer a arc'hant abalamour da bouez al labourioù bras evit ar c'hreñvlec'hioù hag an treuzdougen (hentoù, kaolioù ha stankelloù). Koulskoude, e 1819 e loc'has ur prantad nevez a sevel bagoù, Gia Long oc'h eveshaat e-unan ar chanterioù.

Evit stummañ ha tuta kargidi ar Stad ec'h adsavas Gia Long an arnodennoù a lez konfusian a oa bet diskaret gant a Tây Sơn. E 1803 e krouas an Akademiezh Impalaerel (Quốc Tử Giám) e Huế, evit stummañ mibien ar vandarined ha studierien dellezek war al lennegezh konfusian klasel. E 1804 e voe embannet gourc'hemennoù evit staliañ skolioù heñvel er proviñsoù ha reiñ reolennoù evit merañ o c'hoskor ha diazezañ o frogrammoù studi. Renerien an Deskadurezh (quan đốc học) a voe anvet evit eveshaat reizhiad deskadurezh ar proviñsoù hag an doare da aozañ an arnodennoù evit mont tre en Akademiezh. Skoazellet e voe ar Renerien gant Eilrenerien ha Renerien-skoazeller (phó đốc học pe trợ-giáo). Displegañ a reas Gia Long d'e lez e 1814 e oa mennetda grouiñ ur framm a gargidi stummet en un doare klasel ha feal ez politikel.

E 1807 e tigoras Gia Long an arnodenn gentañ evit tuta kargidi-Stad dindan an tierniezh Nguyễn, war ul live rannvroel. Adalek neuze e voe an arnodennoù diazez pennañ stummadur ha hentenn dibab kargidi an impalaerded. "Ar pemp danvez klasel hag ar pevar levr" a roe kalz pouez da istor Sina adalek an tierniezh Song, a oa diazez ar programmoù. An danvezioù all a oa sellet evel didalvoud.

Embann a reas Gia Long ur c'hod lezennel nevez evit kemer plas ar reizhiad a dalveze abaoe mare Hong Duc a Lê Thánh Tông er XVvet kantved. E 1811 e krogas al labour kaset war-raok gant ur bodad gouizieien renet gant Nguyễn Văn Thành. E 1815 e voe embannet ar Bộ luật Gia Long ("Kod Gia Long"). Daoust ma lavare Gia Long e oa ar reizhiad nevez ur meskaj eus kod Lê ha reizhiad lezennel Sina da vare an tierniezh Qing, kalz imbourc'herien a soñje e oa un doare eilad peuzheñvel eus kod Qing. Diwezhatoc'h e voe troet e galleg gant Paul-Louis-Félix Philastre (1837-1902). Lakaat a rae ar pouez war galloud hag aotrouniezh an impalaer hag e vandarined hag aozadur hengounel ar familh. Mar beze torfedoù grevus ha peurgetket re enep ar Stad, e veze kastizoù a-stroll enep tiegezh an den kondaonet, kastiz ar marv en o-zouez.

Ur wech unanet Viêt Nam ez eas kreizenn ar vro war du ar Su da-heul kantvedoù a zivroadegoù hag aloubadegoù troet war an tu-se. Kas a reas Gia Long sez ar gouarnamant eus Hanoi da Huế eta. Lakaat a reas adsevel gwikadell gozh Phú Xuân e stumm ur kreñvlec'h. Ur framm pevarc'hornek, daou gilometrad hirder evit pep kostez, ramparzhioù mañsonerezh gwarezet gant begoù-moger gant 36 kanol war bep hini. Douvezioù a oa koulz en diabarzh hag en diavaez evit kreñvaat an difenn. Eizh kant olifant brezel a oa er gwarnizon. Framm ar palez nevez, protokol ha dilhad al lez a oa holl diwar skouer doareoù an tierniezh Qing a Sina. Klasket en doa Gia Long sevel er bloavezhioù 1800 un eilad bihanoc'h eus Keoded Verzet Beijing.

Gia Long a zamasantas da feiz katolik e skoazellerien, ha lezel a reas ar visionerien da seveniñ o c'harg abalamour dezho. Renet e oa ar misionoù gant Spagnoled en Tonkin ha gant Gallaoued e kreiz hag e su ar vro. C'hwec'h eskob europat a oa e Viêt Nam pa varvas an impalaer. Soñjal a reer e oa un 300 000 bennak a gristenien en Tokin ha 60 000 e Kochinsina.
Diskouez a reas bezañ mantret gant kondaonidigezh azeulerezh an hendadoù, unan eus diazezoù ar sevenadur viêtnamat, gant ar gatoliked. Anavezet e oa Gia Long ivez evit e zismegañs e-keñver ar voudaegezh, relijion al lodenn vrasañ eus tud ar vro. Daoust d'ar voudaegezh bezañ deuet mat gant itronezed al lez e lakaas Gia Long un harz da obererezh ar voudisted alies.

E miz Eost 1802 e tennas Gia Long dial eus pennoù an Tây Sơn o doa lazhet e familh e bloavezhioù 1770 hag a oa en e zalc'h. Izili an tiegezh a oa bev c'hoazh hag ar jeneraled uhelañ hag o ziegezhioù a voe lazhet. Diveziet ha disakret e voe relegoù Quang Trung hag e rouanez. E vab, Quang Toản, roue diwezhañ an tierniezh Tây Sơn, a voe staget ouzh pevar olifant ha diframmet. Diskar a reas Gia Long holl ar c'hemmoù bet degaset gant Quang Trung, ha distreiñ a reas d'ur gonfusianegezh strizh. Adreiñ a reas d'an uhelgargidi ar plas kentañ en hentenn divizout, dreist an arme. Diskar a reas adaozadurioù Quang Trung war dachenn an deskadurezh o doa lakaet ar skiantoù dreist studi al lennegezh konfusian.

Tiegezh ha hêrezhAozañ

 
Minh Mạng Đế, pevare mab ha hêr Gia Long
Hervez deizlevr John Crawfurd (1828)

Teir gwreg en deus bet Gia Long. E 1780,e-kerzh ar brezel enep re Tây Sơn, e timezas gant Tống Thị Lan, merc'h ur jeneral Nguyen. Genel a reas daou vab, an hini kentañ o vezañ ar priñs hêr Nguyen Canh, hag an eil Nguyen Phuc Chieu a varvas buan goude bezañ bet ganet. Ur wech Gia Long war an tron e teuas-hi da vezañ an impalaerez Thừa Thiên.
Diwezhatoc'h e-kerzh ar brezel-se e kemeras an impalaer un eil gwreg, Trần Thị Đang, merc'h unan eus e vinistred. Genel a reas tri mab, Nguyễn Phúc Đảm, Nguyen Phuc Dai ha Nguyen Phuc Chan. Roet e voe dezhi goude he marv an titl a impalaerez Thuận Thiên.
Ur wech gounezet Viêt Nam e kemeras Gia Long un trede gwreg ,Lê Ngọc Bình, ur verc'h da Lê Hiển Tông, an eil diwezhañ eus impalaerien an tierniezh Lê e oa. Prometet oa bet gant an impalaer Quang Trung d'e vab Quang Toản. Ur wech bet trec'het an Tây Sơn ha lakaet Quang Toan d'ar marv, e kemeras Gia Long anezhi da bried. Genel a reas Bình daou briñs dezhañ, Nguyen Phuc Quan ha Nguyen Phuc Cu, hag ar priñsezed An Nghia Ngoc Ngon ha My Khue Ngoc Khue. Bez' en doa Gia Long tost da 100 serc'h hag a oa merc'hed e vandarined. Evel-se e kadarnae fealded izili e lez an tostañ dezhañ.

Peogwir e oa aet ar priñs Hêr Nguyen Canh da Anaon diwar ar vrec'h e-kerzh ar brezel enep an Tây Sơn, e soñje d'an holl e vefe e vab hêr Gia Long evel impalaer. Met e 1816 Nguyễn Phúc Đảm, mab eil gwreg Gia Long a voe anvet dindan an anv Minh Mạng Đế. Dibabet e voe gant Gia Long abalamour d'e demz-spered kreñv hag e gasoni ouzh tud ar C'hornôg pa oa deuet familh Canh's da vezañ katolik ha diaes gant an hengoun konfusianat evel azeulerezh an hendadoù da skouer. A-raok e bignidigezh, hervez, Nguyễn Phúc Đảm en devoa kanet meuleudi da Japaniz evit bezañ kaset kuit ar gristeniezh diouzh o bro. Gia Long a lavaras d'e vab bezañ dereat gant Europiz, ar C'hallaoued peurgetket, met chom hep reiñ dezho an disterañ galloud.

Mervel a reas Gia Long d'an 3 a viz C'hwevrer 1820. Beziet e voe e bez Thien Tho, hag anvet Thế Tổ Cao Hoàng đế e voe goude a varv.

DaveoùAozañ

  • Buttinger, Joseph (1958). The Smaller Dragon: A Political History of Viêt Nam. New York : Praeger. 
  • Cady, John F. (1964). Southeast Asia: Its Historical Development. New York : McGraw Hill. 
  • Duiker, William J. (1989). Historical dictionary of Viêt Nam. Metuchen, New Jersey : Scarecrow Press. ISBN 0-8108-2164-8. 
  • Dutton, George Edson (2006). The Tây Sơn uprising: society and rebellion in eighteenth-century Viêt Nam. University of Hawaii Press. ISBN 0-8248-2984-0. 
  • Hall, D. G. E. (1981). A History of South-east Asia. Basingstoke, Hampshire : Macmillan. ISBN 0-333-24163-0. 
  • Karnow, Stanley (1997). Viêt Nam: A history. New York : Penguin Books. ISBN 0-670-84218-4. 
  • Mantienne, Frédéric (October 2003). "The Transfer of Western Military Technology to Viêt Nam in the Late Eighteenth and Early Nineteenth Centuries: The Case of the Nguyen". Journal of Southeast Asian Studies 34 (3): 519–534. DOI:10.1017/S0022463403000468
  • McLeod, Mark W. (1991). The Viêt Namese response to French intervention, 1862–1874. New York : Praeger. ISBN 0-275-93562-0. 
  • (1994) International Dictionary of Historic Places: Asia and Oceania. Taylor & Francis. ISBN 1-884964-04-4. 
  • Tarling, Nicholas (1999). The Cambridge History of Southeast Asia. Cambridge University Press. ISBN 0-521-66370-9. 
  • Tran Trong Kim (2005). Việt Nam sử lược. Ho Chi Minh City : Ho Chi Minh City General Publishing House. , e viêtnameg
  • Woodside, Alexander (1988). Viêt Nam and the Chinese model: a comparative study of Viêt Namese and Chinese government in the first half of the nineteenth century. Cambridge, Massachusetts : Harvard University Press. ISBN 0-674-93721-X. 
En e raok 
Quang Toan eus an tierniezh Tây Sơn
Impalaerien Viêt Nam Tierniezh Nguyễn
1802–1820
War e lerc'h
Minh Mạng