Giacomo Puccini
Giacomo Antonio Domenico Michele Secondo Maria Puccini (22 a viz Kerzu 1858 - 29 a viz Du 1924) a oa ur sonaozour italian. Brudet eo e c'hoariganoù dreist holl, en o zouez La Boheme, Tosca ha Madama Butterfly pe c'hoazh Turandot (1924) a vez c'hoariet en un doare boutin c'hoazh.
Buhez
kemmañPuccini a zo ganet evel Giacomo Antonio Domenico Michele Secondo Maria Puccini e Lucca, Italia e 1858. Bez e oa unan eus 9 bugel Michele Puccini hag Albina Magi. Ar familh Puccini a oa o vevañ e Lucca hag anavezet e oa evel familh sonerien. Un hendad da Puccini anvet Giacomo (1712–1781) a oa bet brudet mat en e vare dija. Hemañ a oa maestro di cappella en iliz-veur Cattedrale di San Martino e Lucca. E vab Antonio Puccini en devoa kemeret e blas goude-se, ha c'hoazh goude Antonio e oa bet e vab Domenico, goude-se mab Domenico anvet Michele (tad Giacomo Puccini).
Pep hini eus an dud-se a oa bet o studiañ ar sonerezh e Bologna. Lod anezho o devoa kemeret kentelioù sonerezh e lec'hioù all ouzhpenn-se. Domenico Puccini en devoa studiet gant Giovanni Paisiello. Pep hini en devoa savet sonerezh evit an iliz. Domenico en doa savte ivez meur a operaioù, ha Michele unan. Tad Puccini, Michele, a oa brudet en norzh Italia, un toullad tud a oa bet evit e obidoù. Bet e oa bet ar saver tonioù brudet er mare-se Giovanni Pacini e penn ar Requiem.
Ar familh Puccini a oa bet maestro di cappella e-pad 124 vloaz (1740–1864) pa oa marvet Michele. Raksoñjet e oa bet e vije e vab oc'h adkemer ar garg pa voe kozh a-walc'h. Siwazh evit ar familh pa varvas Michele Puccini died e 1864, e vab Giacomo ne oa nemet 6 vloaz. Evel-just ne c'helle ket adkemer karg an tad. Evel bugel e kemeras perzh memestra e buhez arzel an iliz-veur di San Martino, evel ezel eus al laz-kanañ paotr ha goude-se evel eil soner ograou.
Turandot
kemmañTurandot a voe opera ziwezhañ Puccini, diechu e voe. An div lodenn ziwezhañ a voe echuet gant Franco Alfano hervez ar paperioù a oa chomet diechu.
Buhez prevez ha dimezioù
kemmañEn diskar-amzer 1884, Puccini a oa kroget da gaout un istor karantez gant ur vaouez dimezet anvet Elvira Gemignani (anvet Bonturi, 1860–1930) e Lucca. Gwaz Elvira, Narciso Gemignani, a oa "merc'hetaer daonet", dre-se dimeziñ Elvira ne oa ket unan laouen. Elvira a voe dougerezh eus Pucini, ur vab a voe, Antonio (1886–1946), ganet e Monza.