Gigant (manga)
Gigant zo un heuliad manga japanat skrivet ha treset gant Hiroya Oku (Gantz). Embannet eo en Big Comic Superior gant Shogakukan abaoe an 8 a viz Kerzu 2017.
Titl | GIGANT ![]() |
---|---|
Tachenn | science fiction anime and manga ![]() |
Aozer | Hiroya Oku ![]() |
Ti-embann | Big Comics ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad embann | 8 Kzu 2017 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://bigcomicbros.net/comic/gigant/ ![]() |
Embannet e | Big Comic Superior ![]() |
Intended public | Seinen ![]() |
En Norzhamerika, Seven Seas Entertainment a embann ar manga e saozneg.
Istor kemmañ
Rei zo ul lisead dic'hoanaget gant ar skol. Mont a ra d'al lise met n'eo dedennet nemet gant ar sinema. Dre guzh ez eo sot gant un aktourez pornografek anvet Papico. Un nozvezh, Rei a wel skritelloù en e straed hag a zispleg emañ ar vaouez o chom en e straed hag ez eo ret skarzhañ anezhi. Ar paotr hag a oa o tiregiñ ar skritelloù a gej gant an aktourez. Dont a reont da vezañ kamaladed. Un deiz pa oa Papico o tistreiñ d'ar gêr e kav un den kozh war e dalaroù. Roet e vez dezhi ur mekanik hag a ro an tu da vrasaat e gorf betek bezañ divent. Papico a yelo da zisplegañ petra a zo erruet da Rei ha ket d'he c'hamalad feuls ganti.
Liammoù diavaez kemmañ
- (ja) Lec'hienn ofisiel