Gisberga
Gisberga, pe Ermesinda de Bigorra, (1015-1049) a oa ur briñsez frank, dimezet da Ramiro Iañ Aragon.
Merc'h e oa da Bernard Roger de Foix, kont Foix ha Bigorra. En 1049 e timezas d'ar roue Ramiro Iañ Aragon hag e voe kemmet hec'h anv-badez en Ermesinda. Rouanez Aragon, Ribagorça ha Sobrarbe e oa.
He bugale
kemmañDaou vab ha div verc'h he doe:
- Sancho Iañ Aragon, a voe roue Pamplona ivez.
- García d'Aragón, eskob Pamplona.
- Teresa, n. 1037.
- Urraca d'Aragón.
- Sancha.
Gouarnañ ar vro a reas goude marv he fried er brezel en 1063. Rannañ ar galloud a reas gant he mab, Sancho.
Beziet e voe e manati San Juan de la Peña.