Giuseppe Garibaldi

skrivagner gallek

Giuseppe GARIBALDI (Nisa, 4 a viz Gouere 1807 – Caprera, 2 a viz Mezheven 1882) a oa ur soudard hag ur politikour italian. Brudet eo abalamour m’en doa kemeret perzh er stourm evit unvaniezh politikel Italia en XIXvet kantved. Un arouez eus adsav broadel Italia eo Garibaldi, en Italia ha dre ar bed. Dre ma kemeras perzh en emsavadegoù en Italia hag e Suamerika eo anavezet evel “Haroz an daou ved”.

Giuseppe Garibaldi, e 1866

Ganet e oa bet d’ar 4 a viz Gouere 1807 e kêr Nisa (a oa e Rouantelezh Sardigna en amzer-se), en ur familh pesketaerien. "Peppino", evel ma veze lesanvet, a dremene kalz amzer er porzh. Daoust ma oa speredek ha ma plije dezhañ lenn, ne blije ket kaer ar skol dezhañ. Abred a-walc’h ez eas da voraer hag e 1832 e teuas da vezañ kabiten.

E Suamerika

kemmañ

En amzer-hont e oa muioc’h-mui a dud en Italia o doa c’hoant e vefe dieubet o bro diouzh yev Aostria. E 1833 e teuas Garibaldi da vezañ ezel eus ar strollad kuzh La Giovine Italia (Italia Yaouank), bet savet gant Giuseppe Mazzini. E miz C’hwevre 1834 e kemeras perzh en un emsavadeg e Piemont. Kondaonet e voe d’ar marv, dre zesfailh, gant ul lez-varn eus Genova.

Tec’hout a reas dreist an harzoù betek Marsilha hag e 1836 ez eas da Suamerika. Eno e savas a-du gant emsavidi Republik ar Rio Grande en o brezel a-enep Brazil ha neuze e reas anaoudegezh gant Ana Ribeiro da Silva. Tec’hout a rejont o-daou da Vontevideo, en Uruguay, ha dimeziñ a rejont eno. Kemer a reas perzh Garibaldi hag e wreg er brezel renet gant tud Uruguay a-enep an diktatour arc’hantinat Juan Manuel de Rosas.

Goude bloavezhioù e Suamerika, e teuas Garibaldi da Italia en-dro, e miz Ebrel 1848.

Unvanidigezh Italia

kemmañ
 
Stadoù Italia e 1843

Er bloavezh 1848 e oa, e meur a vro en Europa, pobloù oc’h en em sevel hag o c’houlenn muioc’h a frankiz. Dispac’hioù 1848 a reer eus ar reveulzioù-se a c’hoarvezas e Bro-C’hall, en Alamagn, en Hungaria, e Roumania, e Polonia, en Aostria hag en Italia. E meur a hini eus stadoù Italia (Stadoù ar Pab, Dugelezh-veur Toskana, Rouantelezh Sardigna) e klaskas ar gouarnamantoù degas kemmoù en doare ma veze renet ar vro. E Rouantelezh Lombardia-Veneto, a oa e dalc’h Impalaeriezh Aostria, e voe un emsavadeg gant ar bobl. Garibaldi, en doa tapet un tamm mat a vrud evel stourmer e Suamerika, a gemeras perzh dizale en emgannoù ouzh an Aostrianed, e penn un armead savet gantañ, pa ne oa ket bet degemeret en arme roue Sardigna. En diskar-amzer e voe dilennet da gannad e Chiavari, e-kichen Genova. Er bloaz war-lerc’h e oa e Roma, o tifenn ar gêr-se ouzh ar C’hallaoued a glaske aloubiñ anezhi, pa oant deuet, sañset, da skoazellañ tud Roma en o stourm ouzh an Aostrianed. Dont a reas Garibaldi da vezañ ur gwir haroz broadel. Goude un trec’h kentañ war ar C’hallaoued e voe faezhet ganto ha rankout a reas tec’hout kuit. Neuze e varvas e wreg, Anita, d’ar 4 a viz Eost 1849. Mont a reas kuit Garibaldi diouzh Italia ha goude meur a viz en em gavas e New York e 1850 hag e Perou e 1851.

E 1854 e teuas en-dro da Italia. E 1859 e tarzhas ar brezel ouzh an Aostrianed e hanternoz Italia, adarre. Emglev he doa graet Rouantelezh Sardigna gant Bro-C’hall da gas kuit an Aostrianed diouzh Lombardia. E penn un armead emouestlidi anvet Cacciatori delle Alpi ("Chaseourien an Alpoù") e oa Garibaldi. Trec’h e voe war armeoù Aostria meur a wech, e Varese, e Como...

Dipitet-bras e voe Garibaldi avat, pa voe echu ar brezel ha pa welas roue Sardigna o reiñ Kontelezh Nisa da Vro-C’hall, evel digoll en eskemm ouzh o skoazell er brezel. E miz Ebrel 1860, hag eñ kannad evit Nisa, e kemeras ar gaoz war se e Parlamant Piemont e Torino. Hag er bloavezhioù war-lerc’h e voe unan eus an dud genidik eus Nisa a vrude an irredentismo, ar c’hoant da stagañ ouzh rouantelezh Italia rannvroioù nes ma oa italianegerien.

Troioù-brezel Sikilia ha Roma

kemmañ

E miz Ebrel 1860 ivez e voe emsavadegoù e Messina ha Palermo e Rouantelezh an Div Sikilia. Bodet e voe ur mil bennak a emouestlidi gant Garibaldi, en ur armead lesanvet I Mille pe Camicie Rosse (Rochedoù Ruz). Mont a rejont gant bigi eus Genova da Sikilia e miz Mae. Eno e voe trec’h arme Garibaldi adarre war nerzhioù Rouantelezh Div Sikilia. Goude aloubiñ Sikilia penn-da-benn e treuzas Strizh-mor Messina ha mont war-zu an norzh. A-benn ar 7 a viz Gwengolo e oa erruet e kêr Napoli. Daoust da se n’en doa ket faezhet arme Rouantelezh Naplez. En emgann bras Volturno, d’an 30 a viz Gwengolo, ne voe trec’h arme Garibaldi nemet peogwir ez erruas arme Rouantelezh Piemont war he sikour. Daoust ma felle da C’haribaldi mont war Roma goude-se, ne voe ket graet, rak ne felle ket da roue Piemont tagañ kêr ar Pab, en doa graet emglev gant Bro-C’hall da virout e stadoù dizalc’h. Divizout a reas Garibaldi reiñ an holl zouaroù bet aloubet gantañ da roue Piemont-Sardigna, Vittorio Emanuele II, ha mont war e leve da g-Caprera, un enezenn e hanternoz Sardigna a oa bet prenet gantañ e 1855.

Ne chomas ket pell en e gorn avat. Pa grogas Brezel Diabarzh Stadoù Unanet Amerika e 1861, en em ginnigas Garibaldi da vont du-hont, a-du gant arme an norzh. Met nac’het e voe e ginnig gant ar prezidant Abraham Lincoln, rak ne c’halle ket hemañ reiñ e c’hoant da c’h-Garibaldi a c’houlenne daou dra : 1) ma vefe lavaret sklaer e vefe torret ar sklaverezh da vat, ha 2) ma vefe-eñ lakaet e penn arme an norzh.

E 1862 e klaskas Garibaldi sevel un arme da aloubiñ Stadoù ar Pab. Met ar wech-mañ e savas en e enep arme ar roue Vittorio Emanuele II, a oa roue Italia bremañ. Rak tagañ Stadoù ar Pab a zisplijfe d’ur bern Katoliked dre ar bed. Gant an impalaer gall Napoleon III e oa bet kaset soudarded da Roma da zifenn ar gêr diouzh nep argad. Nec’het e oa ar roue Vittorio Emanuele II gant taol nevez Garibaldi eta. Soudarded ar roue a dapas krog ennañ e Calabria, pa oa o klask kerzhet war Roma, gant emouestlidi eus kreisteiz Italia. Kaset e voe d’an toull-bac’h. Buan e voe lezet da vont avat. Hag e 1866 e c’hallas mont d’an emgann adarre, pa savas rouantelezh Italia a-du gant Prusia, da vare ar brezel etre Prusia hag Aostria-Hungaria. Spi en doa roue Italia e c’hallje kemer bro Venezia digant Aostria. Bodet e voe "Chaseourien an Alpoù" gant Garibaldi ha mont a reas an arme-se, 40 000 den enni, war-zu Trentino. Daoust ma voe trec’h war an Aostrianed en emgann Bezzecca e rankas Garibaldi paouez da vont war-raok, pa voe sinet un arsav-brezel etre rouantelezh Italia hag Aostria.

Skoazell a roas Garibaldi ivez d’an Trede Republik c'hall er brezel etre Prusia ha Bro-C'hall e 1870.

Mervel a reas en enez Caprera d’an 2 a viz Mezheven 1882.

Gwelet ivez

kemmañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.