Giuseppina Bakhita
Giuseppina Bakhita (war-dro 1869-1949) a oa ur sklavez soudanat deuet da vout leanez katolik hag anvet da santez.
Peder c'hoar ha tri breur he doa. En 1874 e welas morianetaerien o skrapañ he c'hoar Kishmet. Pa voe 9 bloaz e voe skrapet ivez ha gwerzhet hag adwerzhet meur a wech e marc'hadoù El Obeid ha Khartoum , ha gwallgaset euzhus, kement ha ken bihan ma ankouaas hec'h anv. Anvet e voe Bakhita neuze, da lavarout eo an hini chañsus. He mestr a oa ur jeneral turk a reas merkoù en he c'hroc'hen pa zivizas gwerzhañ e holl sklavezed. Bakhita a voe prenet gant konsul Italia e Khartoum, Calisto Legnani, en 1883. Neuze e voe kemmet he buhez a-grenn.