Glasgow smile

Glasgow smile (anavezet ivez evel Chelsea smile, pe Glasgow/Chelsea/Birkenhead/Cheshire grin) zo ur c'hloaz graet gant ur gontell, pe un tamm gwer lemm, da droc'hañ korn ar genoù betek ar skouarn.

An aktour skosat Tommy Flanagan en doa bet ur "Glasgow smile" pa oa bet taget dirak un ostaleri e Bro-Skos

Dont a rafe eus Glasgow, e Bro-Skos er bloavezhioù 1920 ha 1930. Implijet e veze gant hailhoned e Bro-Saoz ivez, evel ar Chelsea Headhunters.