Glastonbury
Glastonbury, anavezet er skridoù kembraek kozh evel Ynys Wydrin pe Ynys Wydr ("enez wer"), a zo ur gêr vihan e kontelezh Somerset (Bro-Saoz). Meur a vojenn a zo en-dro d'al lec'h. Lavaret ez eus, da skouer, e oa unan eus al lec'hioù a c'halle bezañ Enez-Avalon ma oa bet kaset ar roue Arzhur, hag eñ gwall c'hloazet.