Gleann Mòr
Ar Gleann Mòr (Glenn Meur) zo ur ganienn e Bro-Skos. E saozneg e vez lavaret Great Glen, pe Glen Albyn pe Glen Mor.
Un heuliad saonennoù eo a-hed ur c'hant kilometr adalek Inverness war lez ar Beauly Firth betek Fort William e penn pellañ Loch Linnhe.
Gant ar Gleann Mòr eo rannet Uheldirioù Bro-Skos: ar Menezioù Grampian er mervent, Uheldirioù ar Gwalarn (Northwest Highlands) er gwalarn.
Eus ar biz d'ar mervent e kaver, a-hed ar Gleann :
- ar Stêr Ness (e saozneg), pe Nis (e gouezeleg)
- Loch Dochfour,
- Loch Ness, pe Loch Nis,
- ar Stêr Oich,
- Loch Oich,
- Loch Lochy,
- ar Stêr Lochy,
- Loch Linnhe.
En hanternoz e ya ar Stêr Nis da aberiñ e Moray Firth.