Glenlochar
Glenlochar (Gleann Lochair e gouezeleg) zo ur gêriadenn vihan war lez ar stêr Dee e parrez Balmaghie, e Dumfries and Galloway.
Istor
kemmañD'ar mare ma oa aloubet Enez Vreizh gant ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h roman eno, war lez ar stêr. Savet e oa bet er bloaz 81 gant ar gouarnour Gnaeus Julius Agricola hag en em astenn a rae war 28 000 m² pe war-dro[1] Abbey Yard a reer eus an dachenn m'emañ dismantroù ar c'hreñvlec'h-se, pa veze kredet, e gaou, e oa bet un abati eno.[2].
Un dra bennak evel *Leucovia a veze graet anezhañ e latin[3], ma varner diouzh ar menegoù a zo bet kavet e skridoù latin :
- Klaudios Ptolemaios, II, 3, 5 : Λουκοπίβία (Loucopibia) / Λουκοπίάβία (Loucopiabia), ur gêr eus an Novantae;
- Dizanv Ravenna 10737 : Lucotion / Ludocion
Daveoù
kemmañ- ↑ Royal Commission on the Ancient and Historical Monuments of Scotland
- ↑ Glenlochar, Roman fort. Historic Environment Scotland. Kavet : 30 June 2017.
- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 389-390