Gloria Victis (c'hoari-video)

C'hoari MMORPG 2016 gant Black Eye Games

Gloria Victis (brezhoneg "Gloar d'ar re drec'het!") zo ur c'hoari video liesc'hoarier enlinenn doare RPG (MMORPG) sevenet hag embannet gant Black Eye Games. Embannet e oa bet war ar savenn Microsoft Windows d'an 9 a viz Even 2016. Emañ da vezañ embannet war Mac en dazont. Hervez krouerien ar c'hoari eo ur meskaj etre "Mount & Blade ha PlanetSide 2" [1] Echuet e voe gant ar stumm beta d'ar c'hoari d'ar 7 a viz C'hwevrer 2023.

Ar c'hoari a ro tro d'ar c'hoarierien da vevañ er Grennamzer war ur c'hevandir ijinet rannet e teir lodenn etre ar bobloù Ismired (doare vikinged), Midlanders (Europa grennamzerel) hag an Impalaeriezh Sangmar (Impaleriezh Persia) [2]. Serret eo bet ar servijeroù d'an 31 a viz Here 2023 [3]

Arc'hantaouiñ

kemmañ

Arc'hantaouet eo bet ar c'hoari dre ur c'hampagn Kickstarter. Abaoe an embann e 2016 n'eus ket bet eus ur c'houmanant miziek evel darn eus an MMORPG. Ur stal enlinenn a zo er c'hoari hag a werzh a bep seurt traoù, dreist-holl kemmoù neuz evit an arrebeuri, an hobregonoù... Ur moneiz a c'haller prenañ hag a vez graet "amber" anezhi.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ