Google Earth
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Google Earth zo ur meziant hag a ziskouez an Douar e teir ment a-drugarez da skeudennoù tennet gant loarelloù. Savet e oa bet ar meziant-se gant Keyhole, Inc. ha prenet e oa bet gant Google e 2004.
Meur a zoare Google Earth zo pe a zo bet, digoust an holl anezho.
- Google Earth
- Embannet e 2005. Ar meziant a c'heller tizhout dre forzh pe urzhiataer eo ; stumm diwezhañ : 9.0, Ebrel 2017)
- Google Earth Plus
- Paouezet e 2008).
- Google Earth Pro
- Evit an embregerezhioù e oa bet ijinet ha lakaet e pleustr betek 2015 ; Google Earth eo abaoe.
- Google Earth Enterprise
- Evit an embregerezhioù, paouezet e 2015 met dalc'het e ratre betek 2017.
- Google Earth Studio
- Stummet evit bevaat skeudennoù teirment (3D) al loarelloù ; ret eo kevreaén evit rakwelout ar skeudennoù.
- Google Earth 9
- Stumm nevez war an Internet, embannet e miz Ebrel 2017. Graet eo evit beajiñ war an Douar, dre skeudennoù al loarelloù bepred ; tu zo da vont d'ul lec'h termenet dre vannaén un diñs, gwelet ar skeudennoù ha lenn ar pennad Wikipedia a bled gant al lec'h-se.
- Google Earth Plug-in
- Embannet e 2008. Un doare c'hoari-video savet diwar skeudenn al loarelloù, paouezet e 2016.
- Google Earth VR
- Embannet e miz Du 2016. "Gwirvoud galloudel" (GG) eo talvoudegezh Virtual Reality (VR), ijinet evit ar savenn c'hoarioù Valve's Steam, ma c'heller merdeiñ e GG.