Gotland zo un enezenn eus ar Mor Baltel, er reter da aod Sveden. An enezenn vrasañ eus ar Mor Baltel eo, dezhi ur gorread a 2 967,77 km². Ur gontelezh hag ur broviñs istorel eus Sveden eo ivez.

Gotland
Gotland vapen.svg
FC-Gotland, Sweden.png
  • ██ Gotland e Sveden

  • Gotland map.png

    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Visby eo ar gêr vrasañ war an enezenn, ur gêr gozh anezhi, savet en Xvet kantved, da vare Kevre an Hansa. Lakaet eo bet war roll glad ar bed gant an Unesco.

    Gant un nebeud enezennoù bihan (Fårö, Stora Karlsö, Lilla Karlsö ha Gotska Sandön) ez a d’ober kontelezh Gotland. Distank a-walc’h eo an annezidi (60 124 a dud e 2020, stankter ar boblañs 20,26). Bevañ a reont diwar sevel loened, pesketa ha gounit koadoù, ha pouezus eo an touristerezh ivez.

    Evel inizi all er Mor Baltel (Öland e Sveden, Saaremaa ha Hiiumaa en Estonia) ez eo Gotland ur bladenn uhelik a-us ar mor ha tevennoù serzh zo a-hed an aod.

    En enez Gotland e veze kaozeet gwechall henc'hutneg, ur yezh skandinavek aet da get bremañ.

    Pennad karAozañ