Gouel ar Mediaoù Keltiek

Gouel ar Mediaoù Keltiek, a oa anvet gwechall Gouel ar Filmoù hag ar Skinwel er Broioù Keltiek, zo e bal brudañ ar pezh a vez graet war dachenn ar mediaoù evit yezhoù ha sevenadurioù ar 6 bro geltiek.

Dalc'het e vez bep bloaz en unan eus ar broioù keltiek, en nevezamzer. E-pad tri devezh e vez diskouezet filmoù hag abadennoù graet er broioù-se ha roet e vez prizioù d'ar re wellañ anezho. Aozet e voe ar gouel kentañ e 1980 en inizi Uibhist a Deas ha Beinn na Faoghla, e Bro-Skos, hag aozet e voe an 30vet gouel e 2009 e Caernarfon e Kembre. Mont a ra an darn vrasañ eus ar prizioù peurvuiañ gant Kembreiz hag Iwerzhoniz[1] ha dre vras ne vez ket gounezet kalz prizioù gant ar Vretoned rak n'eo ket ken diorroet ar mediaoù e Breizh hag e brezhoneg evel e kembraeg pe en iwerzhoneg.

Notennoù

kemmañ
  1. Sellit da skouer ouzh rolloù an oberennoù garedonet er Gouelioù etre 2008 ha bremañ

Liammoù diavaez

kemmañ