Gouel broadel Bro-C'hall

D'ar 14 a viz Gouere e vez lidet Gouel broadel Bro-C'hall. Un devezh dilabour eo er vro. Devezh lid Kemeridigezh ar Bastille eo, c'hoarvezet d'ar 14 a viz Gouhere 1789, ha Gouel ar C'hevread d'ar 14 a viz Gouere 1790 hag en doa lidet unded ar Vroad C'hall. Darbennet eo evel "deiz ar gouel broadel" gant al lezenn Raspail e 1880[1], evit kemer plas gouel Saint-Napoléon ha prientiñ dial Bro-C'hall goude brezel 1870 kollet ganti.

Lidoù milourel ha tanioù-arvest a vez dre ar vro, a-wechoù balioù. Lakaet e vez war-wel banniel ar vro ha sonet e vez La Marseillaise, ar c'han broadel. An dibunadeg vilourel er Champs-Élysées e Pariz eo al lid brasañ. "Koshañ ha brasañ dibunadeg vilourel en Europa"[2],[3] eo, hag an hini nemeti rak ne vez savet dibunadeg vilourel ebet evit lidañ ar Gouel broadel e demokratelezh ebet er bed. E-tal prezidant ar Republik ("penn ar armeoù"), tud uhel all eus ar vro ha kouvidi eus an estrenvro e vez graet.

Sant Napoleon kemmañ

Sant Napoleon a oa Gouel Broadel Bro-C'hall en XIXvet kantved. Lidet e oa d'ar 15 a viz Eost. Ober a rae dave d'an impalaer Napoleone Buonaparte peogwir e oa ar 15 a viz Eost e zeiz-ha-bloaz. Ne oa ket eus ar sant-se gant an Iliz met e voe kavet ur sant kozh, Neopolus, hag en doa bevet en Ejipt en IVe kantved. Morse ne voe asantet kement-se gant an Iliz katolik avat.

Lakaet e oa bet e pleustr gant an impalaer gant un dekred eus an 19 a viz C'hwevrer 1806. Goude 1815 ha diskar e renad e voe lidet gant tud a bep seurt a-hed an XIXvet kantved, dreist-holl e-pad Monarkiezh Gouere han an Eil Impalaeriezh. Kemeret e voe un dekred gant Napoleon III d'ar 16 a viz C'hwevrer 1852 evit lakaat ar Sant-Napoleon da ouel ofisiel da vat. Ret e oa da bep kumun aozañ ur gouel d'ar 15 a viz Eost, gant ur program resis (pedadennoù, festoù, tanioù...). Paouezet e voe gant an dud kerkent ha 1870, pa oa diskaret an Eil Impalaeriezh. Cheñchet e voe an deiz broadel evit ar 14 a viz Gouere gant al lezenn Rapsail e 1880.

Broioù enoret ha pennoù bras pedet da zibunadeg vilourel ar Champs-Elysées kemmañ

Gwallzarvoudoù kemmañ

  • E 2002, Maxime Brunerie en doa klasket tennañ war ar prezidant Jacques Chirac e-kerzh an dibunadeg war ar Champs-Élysées.
  • E 2009 e oa bet devet 300 karr-tan da nebeutañ d'ar 14 a viz Gouhere e Pariz.
  • E 2016, Mohamed Lahouaiej-Bouhlel en doa bleniet ur c'hamion ha flastret tud e-kerzh al lidoù en Nisa. 86 den a oa bet lazhet ha 434 gloazet war ar Promenade des Anglais.

Lesanvioù kemmañ

Er broioù saoznek e vez lesanvet Bastille Day. Dre fent e vez graet "Gouel an amezeien" anezhi gant tud zo e Breizh.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ