Gouiziegezh

Ar ouiziegezh zo ur c'heal e sterioù lies, arveret ken el lavar pemdeziek, ken e studioù pleustret gant ar brederourion kempred.

Despizañ a ra ken « stad an neb a oar », ken « an traoù gouezet » (en he furm benel lies pergen). Ned eus ket a zespizadur kreñvañ eus ar ouiziegezh darbennet ledanoc'h.

Ar gouziegezhioù, o natur hag o liested, an doare ma vezont perc'hennet, o argerzh a berc'hennadur, o zalvoudegezh hag o roll er c'hevredigezhioù denel, zo studiet gant lies diskiblezh, peurgetket ar filozofiezh, ar prederouriezh, ar ouiziadoniezh, ar bredoniezh, ar skiantoù anaoudel, an denoniezh hag ar gevredadouriezh.