Goularz
Ar goularz zo un danvez, arvelen peurliesañ, a c'hoarvez eus rousin karrekaet. Boull a-walc'h eo ha meur a liv e c'hall bezañ. Implijet e vez evit ober bravigoù. Daoust ma'z eo un danvez a zeu eus plant, e renker anezhañ a-wechoù e-touez ar mein prizius.
An darn vrasañ eus ar goularz a gaver er bed zo etre 30 ha 90 milion a vloavezhioù e oad. Brudet eo goularz ar Mor Baltel, kavet war aodoù ar mor-se.
Pemp seurt goularz zo, hervez petra a ya d'e ober ent-resis, met ennañ e vez atav molekulennoù savet gant karbon, hidrogen hag oksigen[1].