Gour
N'eo ket holloueziadurel ar pennad-mañ. Pe re dreut eo an danvez anezhañ, pe ez eus ennañ traoù ha n'emañ ket o lec'h en un holloueziadur. Gallout a rit labourat d'e wellaat. |
Ur gour zo ur paotr, pe ur gwaz, da lavarout eo un den gourel e reizh, ha deuet d'e vent.
Istor
kemmañUr gour a veze graet eus ar paotr a oa o tougen an armoù er Bezen Perrot.
Oad gour
kemmañAn oad gour eo an oad goude ar grennardiezh. Koulskoude e vez atav tud en o oad gour hag a chom bugale en o spered. Komzet e vez ivez eus tud gour.
Na den na tra
kemmañTalvout a ra kement
- ha den, pe hini ebet, en droienn: N'eus gour
- ha netra en droienn: Ne welan gour
- ha tamm en droienn : N'eus gour bara.
- ha dic'houest en droienn: Evit deskiñ n'on gour.
Gerioù deveret
kemmañ- gourel, enebet ouzh benel
- treuzc'hour, nevezc'her a denn d'an treuzreizh
- gouron : haroz, den meur
Heñvelsoniezh
kemmañ- gour: er yezhadur unan eus c'hwech gour un amzer-verb, enebet ouzh an dic'hour;
- gour: rakger, e-barzh gourhent, gourc'hemenn