Ar gourskridoù a zo anezho testennoù a vez diskwelet war skramm un urzhiataer pe un ardivink elektronek bennak gant daveoù (gourliammoù) war-zu testennoù all a c'hell al lenner diraez anezho war-eeun, dre ur c'hlik logodenn pe un heuliad touchennoù pouezet war ar c'hlavier peurvuiañ. Estreget testennoù red a c'heller kaout er gourskridoù : taolennoù, skeudennoù, ha doareoù kinnig all. Ar gourskrid eo ar meizad diazez a dermen framm ar Gwiad Bed, hag a laka anezhañ aes da implijout evit rannañ stlennoù dre ar genrouedad.

Restroù liammet kenetrezeo gant gourskridoù

Seurtoù gourskrid hag an implij anezho

kemmañ

Gallout a ra an teulioù gourskrid bezañ statek (prientet hag enrollet en a-raok) pe dinamek (hag a cheñch dizehan diwar kasadennoù an implijer). Ar gourskrid statek a c'heller implijout evit sevel daveennoù kroaziet e-barzh teulioù, arloadoù, pe levrioù war CDoù. Ar reizhiadoù savet mat a c'hell degemer kenemglevioù implijer-etrefas all evel lañserioù ha linennoù urzhiañ. Gant ar gourskrid e c'heller sevel reizhiadoù liammañ ha daveañ kroaziet kemplezh-kenañ. Ar Gwiad Bed eo kefloueradur (emplementadur) brudetañ ar gourskrid, dispaket e 1992 evit ar wezh kentañ .