Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Grand Teton a zo ur menez lec'hiet e Park Broadel Grand Teton e gwalarn ar Wyoming er Stadoù Unanet. Gant an uhelder a 4197 metrad, menez uhelañ ar park broadel eo, met ivez hini an Teton Range. Eil menez uhelañ ar Wyoming eo.

Ar Grand Teton e-pad ar goañv

Orin an anv kemmañ

Roet e vefe bet dezhañ an anv-se (a dalvez kement ha "bronnoù bras", anat) gant Kanadianed gall izili eus un dizoloadenn evit Kompagnuniezh ar Gwalarn[1]. A-hend-all, Teton a zo eil anv ar meuriad siou Lakota.

Istor kemmañ

Un tabut a zo diwar-benn anvioù an europiz kentañ hag o deus krapet war ar menez. Nathaniel P. Langford ha James Stevenson o deus lavaret bezaañ bet pignet war ar menez d'an 29 a viz Gouere 1872. Padal klotaat a ra an deskrivadur o deus roet eus ar penn-uhelañ gant ar menez anvez The Enclosure, un is-penn eus ar menez. Anvet e vez e-mod-se en abeg d'ur voger koad bet savet gant an den (moarvat gant Amerindianed) en e uhelañ.

Pa bignas William O. Owen war ar menez reizh, e 1898 (gant sikour de Franklin Spalding, Frank Peterson ha John Shive), ne gavjont tamm roud ebet e vefe deuet tud betek enno araozo. Hiziv an deiz e vez lavaret ez eo bet pignet ar wech kentañ war The Enclosure gant amerindianed hag e vefe bet Owen an hini gentañ da vezañ pignet war ar Grand Teton[2].

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Mattes, Merrill J. (1962). ""Le Trois Tetons": The Golden Age of Discovery, 1810-1824", Colter's Hell and Jackson's Hole. Yellowstone Library and Museum Association. 
  2. (en)A Place Called Jackson Hole, Park of the Matterhorns, John Daugherty du Grand Teton Natural History Association

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.