Granida zo ur pezh-c'hoari izelvroek gant Pieter Corneliszoon Hooft skrivet entre 1603 ha 1605, hag embannet en 1615. Un doare bugulgan eo, ha kanet e vez meur a lodenn anezhañ. Berzh a reas er XVIIvet kantved hag awenet e voe meur a livour.

Poltred Anna du Pire en Granida, livet gant Bartholomeus van der Helst, he fried.

D'ar 1añ a viz Meurzh 1605 e echuas Pieter Corneliszoon Hooft (1581-1647) e bezh. Awenet e oa bet gant e garantez ouzh Ida Quekels, merc'h ur marc'hadour a garas en e yaouankiz.

An istor kemmañ

 
Jacob Adriaensz. Backer, Granida ha Daifilo, v.1635 (Mirdi ar peniti, Sant-Petersbourg).

E Pers e krog an istor, war ar maez. Kaoz zo entre ar mesaer Daifilo har ar vesaerez Dorilea. Setu ar briñsez Granida o tostaat, kollet ar paour-kaezh e-kreiz un abadenn chase. Ha setu Daifilo prest d'ankouaat Dorilea.

En eil arvest ec'h adkavomp Daifilo e lez roue Pers ma servij Tisiphernes, un den a lez a glask kaout dorn merc'h ar roue, Granida. Un den all avat, Ostrobas, priñs part, a c'houlenn groñs dimeziñ d'ar briñsez. Duvell a vo etrezo da gouzout gant piv, Ostrobas pe Tisiphernes, ez aio ar briñsez.

Temoù kemmañ

 
Pieter Van der Werff, Granida et Daifilo, 1711 (Wallraf-Richartz-Museum, Köln).

Penndanvez ar pezh eo an enebiezh etre karantez platonek ha gwirvoud ar garantez erotek.

Taolennoù awenet gant ar pezh kemmañ

 
Gerrit Van Honthorst, Granida ha Daifilo, 1625. Mirdi Utrecht.

-bloaziadoù dianav: