Gudrun Gut (ganet Gudrun Bredemann e Celle e 1960) a zo ur sonerez hag un DJ alaman.

Gudrun Gut (2020)

He yaouankiz a gasas e Lüneburger Heide hag e 1975 e tilojas da Verlin. Eno e studias arzoù ar gweled en Hochschule der Künste ("Skol uhel an Arzoù") etre 1978 ha 1984.[1] E-touez izili gentañ Einstürzende Neubauten e voe, hag e-touez krouerien Mania D, Malaria! ha Matador e voe ivez. E 1990 e c'hoarias er pezh-c'hoari Hamletmaschine gant Heiner Müller. E penn daou di-embann pladennoù emañ : Monika Enterprise ha Moabit Musik (krouet e 1990). Asambles gant Thomas Fehlmann e kinnig an abadenn skingomz sizhuniek Oceanclub e Berlin. Ar bladenn gentañ m'emañ hec'h-unan, I Put a Record On he zitl, a voe embannet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2007[2].

Hervez a lenner er gelaouenn The Wire magazine e miz Ebrel 2008, eo bet ur plac'h a-bouez bras e diorren ar sonerezh nevez e Berlin[3].

Pladennoù (un dibab)

kemmañ

Filmoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ