Ur priñs a Vro-Gembre e oa Guidnerth en IXvet kantved. Anv zo anezhañ e « levr Llandaf » (embannet gant G. Evans, Oxford 1893, p. 181).

Dont a reas eus Kembre da Vreizh evel pirc'hirin. Rediet e oa bet da benediñ dirak ar bobl abalamour d'e dorfedoù, ha kofesaat e bec'hedoù a reas e Dol, kêr ar sant meur Samzun, a oa bet desket e Kembre 300 vloaz a-raok.

Sed a lenner er skrid latin: « Rak Guidnerth e-unan hag ar Vretoned hag arc'heskob an douar-hont a oa ar memes yezh ganto hag eus ar memes pobl e oant, dezho da vout rannet gant ar bellder »… « ha seul aesoc'h e oa dezhañ anzav e dorfed ha goulenn pardon ma oa anavezet e yezh  ».

  • Léon Fleuriot, A Dictionary of Old Breton – Dictionnaire du vieux breton Part 1, Toronto Prepcorp Limited 1985, page 13.