Dibennerez

(Adkaset eus Guillotine)

Un dibennerez zo ur mekanik da zibennañ tud. E galleg eo anvet diwar-lerc'h Joseph Ignace Guillotin, ur medisin gall hag a oa a-enep kastiz ar marv : dre ma komprene ne vije ket paouezet da gondaoniñ tud d'ar marv e fellas dezhañ ijinañ un doare deneloc'h ha ne rae ket d'an dud gouzañv kemend-all, rak gwadek hag euzhus e veze a-wechoù an dibennañ gant ar vouc'hal pa ne veze ket graet en un taol.

Dibennerez

Met ur medisin all an hini a ijinas ar mekanik, Antoine Louis e anv. En desped da Joseph Guillotin, e voe anvet guillotine e galleg.