Gunilla Elisabet Dukure Bergström (ganet d'an 3 a viz Gouere 1942) zo ur skrivagnerez, kazetennerez ha skeudennaouerez eus Göteborg, e Sveden. Brudet eo he rummad levrioù evit ar vugale anvet Alfons Åberg[1].

Gunilla Bergström e 2012

Kregiñ a reas Gunilla Bergström da labourat evel kazetennerez e Stockholm e 1966. Labouret he deus evit kazetennoù evel Aftonbladet ha Dagens Nyheter. Stagañ a reas da sevel levrioù evit ar vugale e 1971, hag e 1972 e teuas er-maez al levr kentañ er rummad Alfons Åberg. Abaoe e vev diwar skrivañ levrioù evit ar vugale ha meur a zek levr zo bet savet ganti. Troet int bet e 29 yezh disheñvel hag ouzhpenn eizh milion a skouerennoù zo bet gwerzhet dre ar bed. Pevar milion a skouerennoù zo bet gwerzhet e Sveden hepken.

Notennoù

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ