Gustav Adolf Fischer
Gustav Adolf Fischer[1], bet ganet d'an 3 a viz Meurzh 1848 e Barmen (Kengevread alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Du 1886 e Berlin (Impalaeriezh alaman d'an ampoent), a oa un ergerzher ha naturour alaman.
Roet e voe e anv d'un nebeud spesadoù evned — Agapornis fischeri, Lamprotornis fischeri, Phyllastrephus fischeri ha Tauraco fischeri — da zougen bri dezhañ.
- N : Neocossyphus[2].
- C : Campethera mombassica[2],
- N : Neocossyphus rufus[2],
- P : Pogoniulus simplex[2],
- T : Tauraco hartlaubi (tourako Hartlaub)[2].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ober a reer gant ar berradur Fischer e metoù al loenoniezh.
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 A-gevret gant Anton Reichenow.