Guy Alexis Lobineau, anvet ivez Dom Lobineau, a oa bet ganet e 1666 e Roazhon, ha marvet e 1727 e Sant-Yagu-an-Enez, a oa un istorour breizhat, manac'h benediktan eus urzh Sant Maour.

E 1707 e voe klokaet gantañ enklaskoù Jean-Audren de Kerdrel, manac'h benediktan eus Landunvez, hag e genlabourerien, a veze arc'hantet gant Stadoù Breizh, e skrivas un Histoire de Bretagne.