Gwasg y Dref Wen zo un ti-embann kembraek savet gant Roger Boore e 1969, deuet da vout unan eus ar re bouezusañ evit al levrioù-bugale e Kembre. Abaoe an deroù emañ e karter yr Eglwys Newydd e Caerdydd. Mibien Roger, Alun ha Gwilym Boore, eo a ra war dro an embregerezh. Dont a ra an anv 'Y Dref Wen' (ar gêr wenn) eus Canu Heledd, ur varzhoneg kembraek eus an Xvet kantved.

Logo Gwasg y Dref Wen

500 levr zo ganto e gwerzh er mare-mañ. Levrioù kembraek ha saoznek a vez embannet, evit bugale dreist-holl, evit tud o teskiñ ar yezh ivez. Embanner levrioù Asterix ha Lom e oa er bloavezhioù 1970 ha 1980 .

Prizioù

kemmañ

Prizioù zo bet gounezet ivez, evel gant al levr kegin Y Llyfr Rysetiau: Gwaed y Tylwyth gant Nicholas Daniels tapet gantañ Gwobr Tir na n-Og 2008.