Gwechall-goz e oa...

Gwechall-goz e oa... zo ul levrad marvailhou dastumet gant G. Milin (Gabriel Milin) hag embannet gant Buhez Breiz, e miz Meurzh 1924, e Kemper, 29 bloaz goude marv an oberour.

Golo Gwechall-goz e oa...

Skrivet eo e KLT.
War ar golo e lenner e veze kavet da brenañ E ti Ad. Le Goaziou, Leorier 7, streat Sant-Frañsez.

Danvez al levr

kemmañ

Ennañ e lenner:

  • Ur seurt rakskrid diwar-benn buhez Gabriel Milin (pajennoù V,VI,VII),
  • Map roue an Hiberni (pajennoù 3-37),
  • Ar pesketaer bihan (41-56),
  • Al leorig burzhudus (59-82),
  • Ar pevar zroad bioc'h (83-94).

Adembannadur

kemmañ

Adembannet eo bet kontadennoù al levr en un dastumad tevoc'h, anvet Marvailhoù Bro-Leon, gant Hor Yezh e 1999.

E-barzh al levr,

  • e Map roue an Hiberni, nemet stummoù gant -oc'h, evit merkañ eil gour lies an amzer-da-zont
  • er re all, nemet stummoù gant -ot, evit ar memes verboù.