Gwir Vretoned zo ur ganaouenn savet gant Paotr Treoure, war don Seziz Gwengamp (evit an diskan hepken) a gaver e Barzaz Breiz, hag a zo bet brudet-kenañ e Bro-Leon.

Orin kemmañ

Tost e vije an ton d'ur ganaouenn gozh e kembraek, Rhyfelgyrch Gwŷr Harlech.

Tem Gwir Vretoned kemmañ

Ur meulgan ez eo da Vreizh ha d'ar Vretoned.

Kanerien kemmañ

Kanet e veze er skolioù ha sonet gant ar bagadoù kentañ, gwechall dreist-holl, ha kanet e vez gant lazoù-kanañ[1],[2].

Klevout a reer bugale eus Kenya o kanañ anezhi amañ:[3]

Pozioù kemmañ

O va Breizh gant da dourioù brudet

Da vor glas ha da venezioù

Da vrug ruz ha da lann alaouret

Te zo koant dreist an holl vroioù

Gwir Vretoned, tud a galon war-sav

Da ganañ gloar da Vreizh hor bro

Ha da ziwall teñzor he yaouankiz

Ar yezh, ar peoc'h, ar frankiz

War-sav, war-sav !

Da ganañ 'bouez-penn

Breizh da virviken, Breizh da virviken !

N'ez eus ket 'vel e-touez hor c'herreg

A dud vat seder ha nerzhus

N'ez eus ket 'vel en hor brezhoneg

Sonioù drant, gwerzhioù dudius

Hon tud-kozh, tud leal ha santel

Start evel an derv kalet

A ouezas mirout da Vreizh-Izel

He brud vat, he nerzh, he c'hened

Bretoned, savomp hor c'halonoù

Ha touomp e talc'himp atav

Da vale war roudoù hon tadoù

'Keit ha ma'z ay ar bed en-dro !

Potr TREOURE

Pladennoù kemmañ

  • Pladenn "Kanomp Uhel", embannadur Coop Breizh

Levrlennadur kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gant ul laz
  2. Gant un daouad
  3. [1]. Diverket eo bet an holl ganaouennoù kanet gant bugale Kenya e 2016.