Gwobr Glyndŵr zo ur priz roet bep bloaz d'un arzour e Kembre. Gant Ymddiriedolaeth Tabernacl Machynlleth eo e vez roet. Anvet eo ar priz diwar anv Owain Glyndŵr, a voe anvet da Briñs Kembre e Machynlleth.

Gwobr Glyndŵr 2014

Ur vedalenn vras en arc'hant eo Gwobr Glyndŵr, gant un dresadenn ma weler Bae Ceredigion, ar stêr Dyfi, ha Machynlleth en aour kembreat pur 18 ct, eus mengleuz Gwynfynydd , e-kichen Ganllwyd, e Dolgellau, treset gant Kelvin Jenkins e 1995, hag unan nevez a vez graet gantañ bep bloaz[1].

Notennoù kemmañ

  1. Kelvin Jenkins Glyndŵr Medal. Accessed 01 August 2014