Gwydion fab Dôn

Gwydion zo unan a vibien Dôn. Skeudenn a ra an arvez hud-ha-kravezel ag ar riegezh.


Un hudour a-bouez eo Gwydion e Mabinogi Math. Hervez an danevell e klaskas pellaat Math fab Mathonwy ag ar wercʼhez Goewin en ur zaeañ an Dyfed goude bout eskemmet moc'h gant objedoù hudel hag en em zistrujont goude an eskemm. Ar brezel a c'hourfennas gant marv Pryderi, mab Pwyll, lazhet gant Gwydion en un emgann etrezo o-unan. Goude-se e voe doujet Gwydion evel aozour ar brezel, kannadour en amzer peoc'h, ur c'hadour hollc'halloudek en amzer brezel, hag ur mestr-hudour. Math a binijennas ar c'hadour Gilvaethwy ha Gwydion evit bout gwallet Goewin. Evel pinijenn e strobinellas anezho da vout ur c'houplad a loened gouez, ur vloaz evel ur heizez ha karv, ur vloaz evel hoc'h ha gwiz, ur vloaz evel bleiz ha bleizez. Er stummoù-se e c'heneljont tri c'hadour-loen: Hydun, Hychdwn, Bleidwn.

Pa c'henelas Arianrhod ur vab anvet Dylan, e c'henellas ivez ur gevell bihanoc'h ha disneuz. Gwydion a guzhas anezhañ en un arc'hig hag a zisavas ar bugel a vo anvet Lleu Llaw Gyffes hag a zeuio da vout un haroz bras. Lavaret e vez eo Gwydion ar barzh gwellañ ag ar bed. Kemer a reas perzh e kad Caer Nefenhir ha cad Goddeu o stourmiñ gant e vataraz. Ar menezioù hag ar morioù a zo e annezioù.

GerdarzhAozañ

En e anv e kaver ar wrizenn "wid-" hag a dalv "gouiziegezh".

Roudoù er gristeniezhAozañ

Caer Wydion eo an anv kozh a vez graet e kembraeg eus Hent Sant Jakez.