HMS Duchess a oa ul lestr-distruj klasad D savet gant ar Royal Navy e penn kentañ ar bloavezhioù 1930. Al lestr-se a oa bet savet evit Flodad ar Mor Kreizdouar a-raok bezañ kaset da China Station e-tro 1935. Kaset e oa bet ur pennadig amzer er Mor Ruz e fin 1935 e-kerzh Krizenn Abyssinia, a-raok distreiñ da China Station ha chomet e oa eno betek kreiz 1939. An Duchess a oa bet adkaset er Flodad Kreizdouarel dres a-raok ma vefe tarzhet an Eil Brezel-bed e miz Gwengolo 1939. E-pad ma oa oc'h ambrougañ al lestr-brezel HMS Barham betek Breizh-Veur, e oa savet latar. Stoket ha kaset d'ar strad e oa bet al lestr HMS Duchess gant ar vag ambrouget. Beuzet e oa bet kalz tud, 124 en holl, er gwallzarvoud d'an 12 a viz Kerzu 1939.

An HMS Duchess