Ha'ir (העיר en hebraeg, a dalvez Ar gêr) a zo ur gazetenn sizhuniek lec'hel a vez embannet e Tel Aviv en Israel. Ment un tabloid a zo dezhi. Embannet e voe evit ar wech kentañ e miz Here 1980. Roet e vez evit netra abaoe miz Ebrel 2005.

Ha'ir a vez embannet da Yaou noz. Ouzhpenn Ha'ir e kaver Akhbar Ha'ir (עכבר העיר en hebraeg, a dalvez Logodenn ar gêr), da heñchañ an dud a-fet dudi e Tel Aviv.

E miz Kerzu 2009 e voe paouezet skignañ Ha'ir da annezidi Holon ha da re Petah Tikva goude disoc'hoù un enklask ma voe merzet ne oant ket dedennet gant ur gazetenn enni keleier a zedenn annezidi Tel Aviv nemetken[1].

Notenn

kemmañ
  1. http://www.globes.co.il/news/article.aspx?QUID=1055,U1261997378283&did=1000525677 מצמצמים חלוקה: תופסק הפצת עיתון "העיר" בחולון ובפתח-תקווה Lior Aberbach, 27 a viz Kerzu 2009, Globes