Haakon IV

Siell Haakon, hervez ul lizher eus 1247/48 (gant ar pil eno). Profet e oa bet ar siell da Haakon gant Herri III, roue Bro-Saoz e 1236[1].
Roue Norvegia
Ren miz Even 1217
16 a viz Kerzu 1263
A-raok Inge II
Goude Magnus VI
Buhez
Ganet war-dro miz Meurzh pe miz Ebrel 1204 e Folkenborg, e Norvegia
Marvet 16 a viz Kerzu 1263 da 59 vloaz e Kirkwall, en Inizi Orc'h, e Rouantelezh Norvegia
Bez Iliz-Veur Sant Magnus, e Kirkwall (betek 1264), Iliz-veur kozh Bergen (distrujet e 1531)

Tiegezh Sverre
Tad Haakon III
Mamm Inga Varteig
Priedoù Margaret Skulesdatter, euredet e 1225
Diskennidi (ill.) * Cecilia, Rouanez an Inizi
Relijion Katoligiezh

Håkon Håkonsson (pe Hákon Hákonarson en norseg), pe Håkon IV pe Haakon IV (1204 – 16 Kerzu 1263), lesanvet Håkon ar C'hozh, a oa roue Norge. Ren a reas adal 1217, pa echuas ar brezel diabarzh etre ar gostezenn Birkebeiner hag hini Bagler, ha dibaouez betek e varv. Anavezet eo dreist-holl dre an Hákonar saga Hákonarsonar, ur saga savet gant an Islandad Sturla Thórðarson war c'houlenn Magnus, mab Håkon.

Notennoù

kemmañ
  1. Helle, 1995, p. 183.