Hamburger Bahnhof (Berlin)

mirdi Alamagn

Hamburger Bahnhof a zo un ti-gar kozh e Berlin. Lec’hiet eo e straed Invalidenstraße, e karter Moabit. Hiziv an deiz emañ ennañ Museum für Gegenwart, ur mirdi arzoù a-vremañ.

Hamburger Bahnhof

An ti-gar

kemmañ

Savet eo bet an ti-gar gant Friedrich Neuhaus e 1846/47. Penn-kentañ an hent-houarn da vont da Hamburg e oa. Dilezet eo bet e 1884, ur wech savet ti-gar Lehrte, hag a oa da 400 m mervent d’an ti-gar a –vremañ, anvet Berlin Hauptbahnhof.

 
Hamburger Bahnhof e 1850


Ar mirdi

kemmañ

Kalz distruj a zo bet e-pad an eil brezel bed. Nevesaet eo bet ar savadur ha krouet eo bet ar mirdi e 1996. Ennañ e c’haller gwelout oberennoù gant arzourien brudet er bed a-bezh evel Joseph Beuys, Anselm Kiefer, Roy Lichtenstein, Richard Long, Wolf Vostell, Andy Warhol pe c’hoazh Cy Twombly. E 2007 ez eus bet 250 000 gweladenner.

Liammoù diavaez

kemmañ