Hangiri
Hangiri (japaneg : 半切 pe 飯切, pe handai, 飯台, taol-riz pe bolenn riz) a reer eus ur barilh koad ront ha plaen he foñs a vez implijet e dibenn ar fardañ riz a zebrer gant sushi. Diwar koad siprez ha div vandenn kouevr e veze savet an hangiri hengounel. An hangiri implijet gant an dud voutin a zo dezho un treuzkiz a 30cm, tra ma c'hall bezañ 1 metrad treuzkiz d'ar re implijet e pretioù.
Ouzhpenn an hangiri ec'h implijer shamoji da fardañ riz ivez. Goude poazhañ e taoler ar riz en hangiri hag e vesker anezhañ gant aozennoù all evel holen, gwinegr riz ha sukr. Goude-se e c'holoer ar meskaj gant fukin hag e laosker anezhañ da yenaat.
Liamm diavaez
kemmañ 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける