Hans Richtera zo ul livour hag ur filmaozour amerikan, bet ganet d’ar 6 a viz Ebrel 1888 e Berlin ha marv e Locarno (Suis) d’ar 1 a viz C’hwevrer 1976.

E vuhez

kemmañ

Studiañ a reas e Akademiezh arzoù-kaer Berlin e 1908 hag e Akademiezh Weimar e 1909. Goude-se e voe dedennet gant meur a luskad : hini "Der Blaue Reiter" e 1912 ha "Der Sturm" e 1913. E 1914 e voe dedennet gant ar gubouriezh. Kemer a reas perzh ivez er gelaouenn Die Aktion (Berlin). E 1916, e-pad e ziskouezadeg kentañ e Munich, ez eas e-barzh strollad dada Zürich. Ouzhpenn e daolennoù leun a livioù e krogas da livañ luskoù difetis fiñvus war rolloù (Preludium, 1919), Fugue 20 1920). Dre forzh ober enklaskoù e teaus a-benn da sevel ur film difetis, Rythmus 21 e ditl. E 1941 ez eas d’ar Stadoù-Unanet, eno e kelennas (e City College e New York) hag e savas filmoù all. E film Dreams That Money Can Buy (huñvreoù da werzhañ), savet e 1944 ha skignet e 1947, a zo ur film dreistrelaour. Etre 1956 ha 1957 e savas ur film-pegadur anvet 8x8, diazezet war barzhonegoù dada skrivet e 1916 hag e 1917. Gantañ e labouras arzourien all evel Max Ernst, Jean Cocteau, Paul Bowles, Fernand Leger, Alexander Calder ha Marcel Duchamp a-benn kas ar raktres-se da benn. E 1957 e savas ur film anvet Dadascope, ennañ barzhonegoù ha komzoù lavaret gant ar re o doa o savet : Hans Arp, Marcel Duchamp, Raoul Hausmann, Richard Huelsenbeck ha Kurt Schwitters. Adalek 1958 edo o chom e Ascona hag e Connecticut. and returned to painting. War un dro e kendalc’has da livañ, ha leun a livioù e voe e daolennoù. Tamm-ha-tamm e cheñchas hag e savas taolennoù difetis, diazezet war ar mentoniezh (Piccolo Castello, 1961). Richter a skrivas ivez ul levr a-bouez war luskad dada, Dada: Art and Anti-Art e ditl. Gwelet eo evel unan eus ar filmaozourien bouezusañ a-fet filmoù gward a-raok.

Taolennoù

kemmañ

Filmoù

kemmañ
  • 1921 : Rhythmus 21
  • 1923 : Rhythmus 23
  • 1925 : Filmstudie
  • 1947 : Dreams That Money Can Buy (huñvreoù da werzhañ)
  • 1957 : 8x8 (film-pegadur), Dadascope

Liammoù diavaez

kemmañ