Harellerezh skol a vez graet eus implij an nerzh korf, ar gourdrouz, ar rediañ pe an abafamant evit goapaat pe rediañ unan bennak da sentiñ e bed an deskadurezh. Evit ma vefe lakaet da harellerezh skol un obererezh e rank bezañ unan awenet gant droukrañs, heskin, implij un nerzh digempouez, lies, o tegas estrenvan.

An harellerezh skol en un tresadenn-vev
Ur skouer harellerezh skol

An harellerezh skol a c'hell bezañ mammenn da fromoù hag efedoù lies war an deskard taget evel, kounnar, digalon pe emlazh. An den hag a vez gouzañver d'an harellerezh skol a vez muioc'h a chañsoù gantañ da zont da vezañ un torfedour.

Pa vez gouzañver d'an harellezh skol un deskard e vez sinoù o tont war wel dreist-holl a-fed emzalc'h. Ur gouzañver a c'hell dont da vezañ kounnaret diabeg pe kaout e notennoù o vont war zigresk kalz da skouer.

Termeniñ

kemmañ

N'eus ket un termeniñ resis d'an harellerezh skol, disheñvel eo hervez ar vroioù. Kavout a reer memestra tri elfenn diazez d'an emzalc'h feuls 'se :

  • Ur dezev enebiezh (ur c'hoant a zo da zegas poan spered pe korf, n'eo ket un darvoud gant un dilerc'h dic'hortoz)
  • Implij un nerzh digempouez (kavet e vez en harellerezh skol un diforc'h anat a nerzh etre ar gouzañver hag an tager)
  • Un adwezh war ul lajad amzer (muioc'h evit ur wech gant ur posublded e adkrogfe an darvoud).

Roet ez eus bet div elfenn ouzhpenn evit degas un termenadur resisoc'h d'an harellerezh skol:

  • Estrenvan ar gouzañver (ar gouzañver a zougo kudennoù spered, sokial pe korfel)
  • Raksoñjet (an harellerezh skol a zo emzalc'hioù awenet dre korvoioù ha n'eo ket dic'hortoz).

Ul lodenn eus an elfennoù-se a zo tabutet evel da geñver an nerzh digempouez, a-wechoù eo un nerzh kempouez gant ar gouzañver kement ha gant an tager. A-vras e chom an elfennoù a-us diazez un termeniñ eus an harellerezh skol kement evit ar skiantourien pe el lennegezh.

Sifroù

kemmañ

Diaes eo kaout sifroù sklaer a-fed harellerezh skol, ar gouzañverien a c'hell chom hep diskuliañ ar gudenn, an termeniñ a zo lies hervez ar vroioù d'an harellerezh skol neuze ne vo ket adkavet ar memes fedoù degemeret pe get er sifroù. Ar pezh a chom anat eo an harellerezh skol a zo ur gudenn drastus, ha ledet dre ar bed holl.

Evit Stadoù-Unanet Amerika hervez an American Psychological Association, "40% betek 80% eus bugale ur remziad skol a zo bet stok-ha-stok gant un darvoud harellerezh skol e-pad o skoliata." Hervez meur a studiadenn e teu anat war-wel ez eo an deskarded paourañ pe eus al liveoù sokial izelañ hag a vez gouzañverien aliesoc'h d'an harellerezh skol.

Liammoù diavaez

kemmañ