Harem Impalaeriel Otoman

An Harem Impalaeriel Otoman (turkeg otoman: حرم همايون‎, Harem-i Hümâyûn) a oa harem ar sultan otoman savet gant gwraged ar sultan, ar servijourien (maouezed a orin slav ha tizhoged), maouezed kar d'ar sultan, serc'hed ar sultan. An harem a veze kavet en ul lodenn eus ar saray.

Istanbul an Harem Impalaeriel Otoman hiziv-an-deiz
Cariye pe serc'h ar Sultan

Pouezus e oa an aozadur-se rak kalz galloud a oa gant an harem, a-wechoù muioc'h evit hini al lez. Ur mare eus istor an Impalaeriezh otoman a vez graet sultanad ar maouezed anezhañ. Penn uhel an Harem impalaeriel otoman e oa ar Valide Sultan (mamm ar sultan). Suj e oa an holl vaouezed dezhi memes ma oa-hi alies a orin sklav.

Ar C'hizlar Agha (Kızlarağası, pe anvet "Penn an dizhoged du" dre o orin evel poblad an Nil evel anezho o vezañ aghas evit ul lod bras) a oa penn an dizhoged ha fiziet ennañ diwall ha difenn an Harem impalaeriel.