Harmonia (henc'hresianeg : Άρμονία Harmonia), doueez an Emglev, ha dreist-holl an emglev etre ar priedoù, a oa merc'h da Ares ha da Afrodite, hervez mojennoù zo eus Hellaz kozh, pe merc'h da Hefaistos hag Afrodite, hervez mojennoù all, pe da Zeus ha da Elektra hervez mojennoù all c'hoazh.

Harmonia hag an naer (taolenn gant Evelyn De Morgan).

Enebet e oa ouzh Eris, doueez an Dizemglev, ha heñvelekaet ouzh Concordia, doueez ar Romaned.

Dimezet e oa gant Kadmos, roue Thebai.

Mojenn kemmañ

Pa voe fiziet gouarnamant Thebai e Kadmos gant Athena e voe roet dezhañ Harmonia da bried gant Zeus.

Da zevezh hec'h eured e oa a deuet an holl zoueed, ha profet e voe dezhi un dro-c'houzoug graet gant Hefaistos, hag ur peplos gant ar C'harited. Sachañ a raio ar profoù-se droukchañs war gein o holl ferc'henned da-heul.

Gant Kadmos he doe meur a vugel: Ino, Polydoros, Autonoe, Agaue ha Semele.

Tro-c'houzoug ar wallchañs kemmañ

Gant Polynikes e voe profet an dro-c'houzoug da Erifyle, dezhi da gendrec'hiñ he gwaz Amfiaraos da vont da vrezeliñ a-enep Thebai. Diwar-se e teuas marv Erifile, Alkmaion, ha Fegeos hag e vibien.

Petra bennak ma voe fiziet an dro-c'houzoug e templ Athena Pronoia e Delfi e kendalc'has ar wallblanedenn.

Fayllos ur penn-brezel eus Fokis, er Brezel Sakr (352 kent JK) a laeras an dro-c'houzoug d'he reiñ d'e serc'h. He dougen a reas-hi ur pennad. Treiñ foll a reas he mab, c'hwezhañ an tan en he zi, ha devet e voe ar vamm.

Harmonia a oa, hervez un doare all, eus Samothrake, ha merc'h da Zeus hag Elektra, ha c'hoar da Iasion, an hini a ziazezas al lidoù sakr en enez.

Tost eo Harmonia da Afrodite Pandemos, doueez ar gengarantez etre an dud, an urzh hag an unvaniezh, a glot gant Concordia ar Romaned.

Gwelout kemmañ