Harpell
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An harpell a zo un elfenn eus re pennañ a ra ur c'hatedral gotek. An harpelloù a veze savet da ziarbenniñ boutadennoù graet gant pouez ar bolz eus an nev, ar c'heur hag an tro-geur.
Gant ar wareg divbantennek hag ar groazigell-volz eo an harpell unan eus an tri elfenn a ra an dibarded gant ar stil gotek. O implijiñ an teknik-mañ e oa tu da skañvaat ar mogerioù tev eus ar stil roman ha neuze brasaat ar prenestroù da zegemer muioc'h a c'houlou e-barzh an ilizioù.