Digeriñ al lañser pennañ
Logo an Harpers weekly niverenn 1 embannet d'an 3 a viz Genver 1857

Harper's Weekly, A Journal of Civilization a oa ur gazetenn bolitikel stadunanat diazezet e New York. Embannet e oa gant Harper & Brothers etre 1857 ha 1916. Kavet e veze enni keleier eus ar vro hag an estrenvro, skridoù dudi, skridoù politikel pe prederiañ war sujedoù lies. Bez e oa ivez ul lodenn fent, hag ar skeudennoù a oa pouezus mat en identelezh ar gazetenn. Hollbouezus e oa bet ar gazetenn a-fed kelaouiñ e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ar skeudennoù eus an darvoudoù brezel a zo chomet brudet mat hiziv-an-deiz c'hoazh. Pa oa ar gazetenn en he barr, e oa al lec'h ma embanne Thomas Nast e soñjoù politikel.

IstorAozañ

Gant e vreudeur James, John, ha Wesley, Fletcher Harper a oa bet o sevel an ti-embann Harper & Brothers e 1825. O welet penaos e oa bet graet berzh bras gant an Illustrated London News, Harper en doa embannet an Harper's Magazine e 1850. Er gazetenn viziek e oa skrivagnerien brudet evel Charles Dickens ha William Makepeace Thackeray, oc'h embann skridoù lies e-pad meur a vloaz. Dre ma pade ar berzh e voe kroget d'he embann bep sizhun.

SkeudennoùAozañ